Soñjet hon eus e vije degemeret gwelloc'h gant ar Vretoned ur studiadenn diwar-benn ar mor, hag a zo bet dedennet gantañ hor c'henvroiz a-holl-viskoazh.
Hogen mard eo bet a-holl-viskoazh mil anavezet Ilias hag Odisseia Homeros, den, avat, e Breizh, ha din da c'houzout bepred, ne'n devoa klasket o c'hinnig d'ar vrezhonegerien eus hon amzer-ni en o yezh vroadel.