Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. [1659, 1732, 1850, 1909, 1927, 1931, 1985, 2013] El lec'h-hont, pell pe belloc'h, a c'haller gwelet, diskouez. [1659] Amañ hag ahont [1732] Emañ ahont oc'h ober he mitouig. [1732] Ur plas kreñv a zo ahont. [1850] Emañ ahont, n'e welit-hu ket ? [1850] Kalz bagoùigoù a welan ahont. Emañ o chom en ti a weler ahont. Ahont e lugern ar stered. 2. [1659, 1732, 1850, 1909, 1927, 1931, 1985, 2013] El lec'h-hont na c'haller ket gwelet, diskouez. [1732] Un dro gaer en deus graet ahont. Daou viz omp bet er gêr-se ; ahont edomp brav. DHS. eno. HS. du-hont. 3. G. pouez. (goude un ak.) Termen a dalvez da bouezañ war un anv a denn d'ul lec'h zo pell pe belloc'h diouzh ar c'homzer. En enez, ahont, e kempennemp hor bagoù hon-unan. 4. Tr. adv. Dre ahont : takad diresis a reer anv anezhañ ha na c'haller na gwelet na diskouez. [1850] Dre ahont. & Amañ ... ahont : e meur a lec'h, un tammig e pep lec'h. Kavout a ris tamm amañ, tamm ahont. Ar vugale - hini amañ, hini ahont - a zeue da heul. & Amañ, ahont : e meur a lec'h, un tammig e pep lec'h. Nad it ket amañ, ahont. & [1659, 1732, 1931, 1985, 2013] Amañ hag ahont : e meur a lec'h, un tammig e pep lec'h. [1659] Amañ hag ahont. [1732] Amañ hag ahont. [1985] Pa 'z eo bet devet an divarradurioù, ez eo chomet ar c'hefioù a-strew amañ hag ahont, a-dreuz hag a-hed, setu ma ranker pignat, c'hoari kempouezig, gaoliata ha lammat, sankañ er pri chomet da boulladañ, ha neuze bezañ flemmet puilh gant un doare linad hag a gresk paot a-walc'h el lec'hioù dizolo. [2013] An arz gotek 'zo ur grouadenn a Vro-C'hall, ijinet e-tro ar bloavezhioù 1140 e chantele iliz abati Sant-Denez, harp e Pariz, diwar elfennoù amprestet amañ hag ahont, e meur a vro, eus ar bed saoz-ha-norman betek ar broioù arab. & Dre amañ ha dre ahont : e meur a lec'h, un tammig e pep lec'h. Lakaet e voe plant avaloù dre amañ ha dre ahont.

Exemples historiques : 
29
Masquer la liste des exemples

amañ hag ahont

1659
Référence : LDJM.1 pg ca et la

ahont

1659
Référence : LDJM.1 pg ahont

ahont

1659
Référence : LDJM.1 pg la haut

Emañ ahont ar c'haezh war e fled, truez a gouezh gantañ.

1732
Référence : GReg pg grabat (Il est là tristement sur son pauvre grabat.)

amañ hag ahont

1732
Référence : GReg pg cà (& là, ou, deçà delà)

emañ ahont oc'h ober he mitouig

1732
Référence : GReg pg (elle est-là à faire la) chattemitte

un dro gaer en deus graet ahont

1732
Référence : GReg pg (il a fait là une belle) équipée

Ur plas kreñv a zo ahont.

1732
Référence : GReg pg fort-e (Voilà ce qui s'appelle une place forte.)

ahont

1850
Référence : GON.II pg a-hoñt (Là, en parlant d'un lieu éloigné, mais que l'on aperçoit)

dre ahont

1850
Référence : GON.II pg dré

Ur vag bennak a welan ahont.

1850
Référence : GON.II p.75, (Je vois quelque bateau là-bas).

Setu ahont al loar o sevel.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, (Voilà la lune qui se lève).

ahont

1850
Référence : GON.II pg ahoñt (Là, en parlant d'un lieu éloigné, mais que l'on aperçoit), azé, dî, énô.

Setu ahont ur park hag a zo glas.

1850
Référence : GON.II p.91, livre second, (Voilà un champ qui est vert).

Emañ ahont, n'e welit-hu ket ?

1850
Référence : GON.II pg ahoñt (Il est là, ne le voyez-vous pas ? )

kalz bagoùigoù a welan ahont

1850
Référence : GON.II pg bagik

ahont

1850
Référence : GON.II pg ahoñt

— « Paourkaezh houadig, eme ur giez, / » A voa gant he chas o tremen, / » Da vamm zo ahont war al lenn / » Oc'h da c'hortoz, ha te amañ. »

1867
Référence : MGK p134

— Paolig, lavar din-me piv a zo aet bremaik, d’ar red, amañ dre al lanneg, hag a zo lammet er-maez dreist ar c’hleuz er penn all ahont.

1878
Référence : EKG.II p.157

En ur sellet en-dro din, e kavis tamm amañ tamm ahont, stlapet e-kichen ur poull-dour ; ennañ, me ’gred, e oa taolet an tammoù all.

1878
Référence : EKG.II p.37

Ar re all a yoa, hini amañ, hini ahont, demdost evelato an eil d’egile.

1878
Référence : EKG.II p.98

ahont

1909
Référence : BROU p. 251 (là-bas)

Da ziluziañ e hent d’al lenner a-dreuz d’ar Sketla, e kavor e dibenn al levr pe amañ hag ahont war ar pajennoù anezhañ : 1° taolennoù-douaroniezh [...]

1923
Référence : SKET p.6

ahont

1927
Référence : GERI.Ern pg ahoñt (là-bas)

amañ hag ahont

1931
Référence : VALL pg ça (et là)

Me 'zo ahont o chom e Maner-ar-Glesker, me lavaro d'am gwreg aozañ deoc'h pep a vannac'h soubenn ha pep a wele, ha warc'hoazh ec'h eot kuit adarre ».

1944
Référence : EURW.1 p36

« Sell ouzh ar re all ahont, sell ouzh Aogust, Pol, Iwan, n'eus ket keloù ganto da vont d'ar gêr war o c'hiz ».

1944
Référence : EURW.1 p30

Da gentañ e sko an heol war ho penn, hag e-kreiz an deiz ne vez mouch[-]avel ebet e neblec'h ha neuze, pa 'z eo bet devet an divarradurioù, ez eo chomet ar c'hefioù a-strew amañ hag ahont, a-dreuz hag a-hed, setu ma ranker pignat, c'hoari kempouezig, gaoliata ha lammat, sankañ er pri chomet da boulladañ, ha neuze bezañ flemmet puilh gant un doare linad hag a gresk paot a-walc'h el lec'hioù dizolo.

1985
Référence : DGBD p58

An arz gotek 'zo ur grouadenn a Vro-C'hall, ijinet e-tro ar bloavezhioù 1140 e chantele iliz abati Sant-Denez, harp e Pariz, diwar elfennoù amprestet amañ hag ahont, e meur a vro, eus ar bed saoz-ha-norman betek ar broioù arab.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p8 (YF Dupuy)

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux