ahont
ahont
amañ hag ahont
Dre ne gave toull all ebet d’en em dennañ alese, rak n’helle besteodiñ nemet ger amañ, ger ahont pa veze goulennet digantañ e soñj, lavarout a reas kement-mañ d’an dimezell Brenchereau : Ur c’heneil am eus, emezañ, hag e plij dezhañ ivez an holl draoù emaoc’h o paouez komz diouto".
Da gentañ e sko an heol war ho penn, hag e-kreiz an deiz ne vez mouch[-]avel ebet e neblec'h ha neuze, pa 'z eo bet devet an divarradurioù, ez eo chomet ar c'hefioù a-strew amañ hag ahont, a-dreuz hag a-hed, setu ma ranker pignat, c'hoari kempouezig, gaoliata ha lammat, sankañ er pri chomet da boulladañ, ha neuze bezañ flemmet puilh gant un doare linad hag a gresk paot a-walc'h el lec'hioù dizolo.
An arz gotek 'zo ur grouadenn a Vro-C'hall, ijinet e-tro ar bloavezhioù 1140 e chantele iliz abati Sant-Denez, harp e Pariz, diwar elfennoù amprestet amañ hag ahont, e meur a vro, eus ar bed saoz-ha-norman betek ar broioù arab.