Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (goude un ak., ur rag. divizet strizh) Termen a dalvez da verkañ an derez pellder brasañ - en egor, en amzer - diouzh ar c'homzer. • (goude ur ger, ur strollad gerioù a denn d'an egor) Aet int d'al lec'h-hont. Er vro-hont edont warlene. Ar pevar den kozh-hont. An tri-se-hont. Ar re-hont. • (en amzer) En amzer-hont. An noz-hont. En devezh bras-hont. & Trl. Ar bed-hont : bed ar re varv. 2. (gant un anv meneget div wech) Termen a dalvez da sevel troiennoù ma lakaer daou dra keñver-ha-keñver, ma eneber daou dra an eil ouzh egile. Nag an dra-mañ nag an dra-hont. En doare-mañ pe en doare-hont. En tu-mañ hag en tu-hont.

Skouerioù istorel : 
115
Kuzhat roll ar skouerioù

an tu-hont

1499
Daveenn : LVBCA p23, 99, 200 (oultre)

an tu-hont d'ar mor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg outre (la mer)

an tu-mañ hag an tu-hont

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ca et la

tu-mañ ha tu-hont

1699
Daveenn : Har. pg du-hont, du-mañ, ha, hag, hont, mañ, tu (ça et là !)

ne wella ket d'an den klañv-hont

1732
Daveenn : GReg pg amander

ar gouli-hont en deus e zalc'het er gwele a-hed tri miz

1732
Daveenn : GReg pg aliter

ar voger-hont a vir he sonnder, ned eo ket bolzennet

1732
Daveenn : GReg pg a plomb

prenet en deus ar stalad-hont holl a-dreuz

1732
Daveenn : GReg pg (il a acheté toute cette boutique en bloc)

prenet en deus ar voutik-hont bloc'h e-giz m'emañ

1732
Daveenn : GReg pg (il a acheté toute cette boutique en bloc)

an dibochet-hont na flach ket eus an davarn

1732
Daveenn : GReg pg bouger (ce débauché ne bouge du cabaret)

ar glouton-hont a zo atav en ostaliri

1732
Daveenn : GReg pg bouger (ce débauché ne bouge du cabaret)

terrupl eo birvidik an den-hont

1732
Daveenn : GReg pg cet homme est bien (bouillant)

bouilhus eo terrupl an den-hont

1732
Daveenn : GReg pg cet homme est bien (bouillant)

en tu-mañ, hag en tu-hont

1732
Daveenn : GReg pg cà (& là, ou, deçà delà)

tu-hont, ha tu-mañ

1732
Daveenn : GReg pg cà (& là, ou, deçà delà)

tu-hont, ha tu-mañ

1732
Daveenn : GReg pg cà (& là, de ce côté-là, & de cet autre)

en tu-hont, hag en tu-mañ

1732
Daveenn : GReg pg cà (& là, de ce côté-là, & de cet autre)

stad a reer eus an alvokad-hont

1732
Daveenn : GReg pg cas (estime), (on fait) cas (de cet Avocat)

istim a reer eus an alvokad-hont

1732
Daveenn : GReg pg (on fait) cas (de cet Avocat)

hont

1732
Daveenn : GReg pg ce (pronom demonstratif ; & s'exprime en diverses manieres), cet (cette, pronom demonstratif)

al levr-hont

1732
Daveenn : GReg pg ce (livre, loin de moi, ou que je ne vois plus)

an den-hont

1732
Daveenn : GReg pg ce (cet homme, absent, ou éloigné), cet (homme, éloignée de vous)

an dra-mañ, hag an dra-hont, ha kalz traoù all

1732
Daveenn : GReg pg (ceci &) cela (choses & autres)

ar personaj-hont a laka alies lavaret ne vez ket er gêr

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme se fait souvent) celer

an den-hont a ya alies da gêr guzh

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme se fait souvent) celer

ar re-hont

1732
Daveenn : GReg pg celle (celles-là, loin), ceux (-là, loin)

ar wreg-hont

1732
Daveenn : GReg pg cet (cette femme absente, ou, éloignée)

terrupl eo karget an doubl gant an ed-hont

1732
Daveenn : GReg pg charger (le bled charge bien le plancher)

ar mevel-hont en deus dreist e gomanant, ur skoed evit e arc'henad

1732
Daveenn : GReg pg (ce valet, a outre ses gages, un écu pour sa) chaussure

ofañsus-bras eo an den-hont gant e gomzioù

1732
Daveenn : GReg pg choquant (ante, qui offense)

daoulagad koarek he deus ar c'hrac'h pikouzek-hont

1732
Daveenn : GReg pg (cette vieille chassieuse fait de la) cire (des yeux)

Abuzet eo an den kozh-hont gant e vatezh

1732
Daveenn : GReg pg (ce vieillard) s'est coëffé (de sa servante)

en tu-hont

1732
Daveenn : GReg pg (de ce) côté (-là, loin)

an dra-hont

1732
Daveenn : GReg pg eau (de vie. Burlesqement, se dit proprement de l'eau de vie en fraude))

Ne deo ket dibec'h ar prezegour-hont, o lezel dibrofit an avantaj en deveus bet digant Doue, ha digant natur den.

1732
Daveenn : GReg pg (ce prédicateur a grand tort d') enfoüir (son talent)

Grwac'het eo ar c'hrweg-hont.

1732
Daveenn : GReg pg flétrir (Le tein de cette fille se flétrit.)

Grwac'hat a ra pelloc'h ar c'hrweg-hont.

1732
Daveenn : GReg pg flétrir (Le tein de cette fille se flétrit.)

Savet eo an ti-hont war bilochoù.

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Cette maison est fondée sur pilotis.)

Graet eo an ti-hont war bilochoù.

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Cette maison est fondée sur pilotis.)

An ti-hont a zo diazezet war bilochoù.

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Cette maison est fondée sur pilotis.)

Frotet en deus e abid ouzh ar voger-hont.

1732
Daveenn : GReg pg frayer (Il a frayé son habit à cette muraille.)

Pegement a goumanant a roit-hu bep bloaz d'ar mevel-hont ?

1732
Daveenn : GReg pg gager (A combien avez-vous gagé ce valet ?)

Pegement a c'hopr a roit-hu bep bloaz d'ar mevel-hont ?

1732
Daveenn : GReg pg gager (A combien avez-vous gagé ce valet ?)

Hakret eo holl e-barzh el lagenn-hont.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Il s'est tout gâté dans cette mare.)

Mastaret eo tout e-barzh el lagenn-hont.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Il s'est tout gâté dans cette mare.)

Fallaet eo ar bugel-hont ganto.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Ils ont gâté cet enfant.)

Aet eo ar c'hrouadur-hont da fall gante.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Ils ont gâté cet enfant.)

Ar c'hompartamant eus an den-hont a dosta un neubeut ouzh hini ar C'hallaoued añsien.

1732
Daveenn : GReg pg gaulois (Cet homme a les manieres un peu gauloises.)

Kozh eo terrupl ar fesonioù eus an den-hont.

1732
Daveenn : GReg pg gaulois (Cet homme a les manieres un peu gauloises.)

Ur jentilded vras he deus ar c'hrweg-hont.

1732
Daveenn : GReg pg gentillesse (Cette femme a beaucoup de gentillesse.)

Terrupl ez eo tevaet an den-hont.

1732
Daveenn : GReg pg grossir (Cet homme a beaucoup grossi.)

Aozet en deus ar meuz-boued-hont e-giz pesked ha padal ez eo kig eo.

1732
Daveenn : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

Aozet en deus ar meuz-boued-hont e-giz da besked ha padal ez eo kig eo.

1732
Daveenn : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

Aveet en deus ar meuz-boued hont e-giz da besked ha padal ez eo kig eo.

1732
Daveenn : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

Houpiñ a ra al labous-hont.

1732
Daveenn : GReg pg herisser (Cet oiseau se herisse.)

gwellaet mat en deus an douar-hont

1732
Daveenn : GReg pg amander

Kollet eo ar c'hrouadur-hont ganto.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Ils ont gâté cet enfant.)

kement hont

1732
Daveenn : GReg pg cela (qui est éloigné de moi)

orrupl ez plij ar wreg-hont dezhi he-unan

1732
Daveenn : GReg pg (s')aimer

terrupl en em gar ar wreg-hont

1732
Daveenn : GReg pg (s')aimer

un diazez kaer he deus ar gêr-hont

1732
Daveenn : GReg pg (cette ville a une) assiete (avantageuse)

meur a faver a zo staget betouc'h ar garg-hont

1732
Daveenn : GReg pg attribuer (on a attribué plusieurs privileges à cette charge)

ken ar re-mañ, ken ar re hont

1732
Daveenn : GReg pg autre (les uns et les autres)

en em gannañ reer diwar-benn ar garg-hont

1732
Daveenn : GReg pg batre (on se bat à qui aura cette charge)

pell ez a en tu hont d'ar re all

1732
Daveenn : GReg pg (il surpasse les autres de) beaucoup

an ti-hont a voe dereat evitañ

1732
Daveenn : GReg pg (cette maison à sa) bienseance

an ti-hont a voe dereat dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (cette maison étoit à sa) bienseance

Piv eo an dud-hont ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

Birividik eo an den-hont.

1850
Daveenn : GON.II pg birvidik (Cet homme-là est bouillant, pétulant).

Ur vabouzegez eo c'hoazh ar plac'hig-hont.

1850
Daveenn : GON.II pg babouzek (Cette petite fille est encore une baveuse).

Ar mevel a zo aet da glask an dra-hont.

1850
Daveenn : GON.II p.71

it buan da zic'hludañ al labous-hont

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hluda

mont a reer da ziskarañ an ti-hont

1850
Daveenn : GON.II pg diskara

ned eo ket dizle an tiegezh hont

1850
Daveenn : GON.II pg dizlé

un enkrez bras he deus ar vaouez-hont

1850
Daveenn : GON.II pg eñkrez, iñkrez

gwall ferv eo an den-hont

1850
Daveenn : GON.II pg férô, ferv

klevout a rit-hu fistilh ar merc'hed-hont ?

1850
Daveenn : GON.II pg fistil

hont

1850
Daveenn : GON.II pg hen (-hoñt), hoñt

ar vaouez-hont

1850
Daveenn : GON.II pg hoñt

eñ-hont

1850
Daveenn : GON.II pg hoñt

an dra-hont

1850
Daveenn : GON.II pg trâ

An ti-hont a zo c’hoazh pell.

1850
Daveenn : GON.II p.69

Ar c’hêrioù-hont n’int ket kaer.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Pa zeui ar re-hont, ez in ganto.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Ar re-hont a zo fall.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Ne brenin ket an dra-hont hiriv.

1850
Daveenn : GON.II p.70, "Je n'achèterai pas cela aujourd'hui".

An eostig-hont a gan brav.

1850
Daveenn : GON.II p.70, "Ce rossignol-là chante bien".

Piv eo ar vaouez-hont ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

It da lakaat ar re-hont war an hent.

1850
Daveenn : GON.II p.71, "Allez mettre ceux-là sur la route".

Arvarus eo bepred an den-hont.

1850
Daveenn : GON.II pg arvaruz (Cet homme est toujours irrésolu).

ar re-mañ hag ar re-hont

1850
Daveenn : GON.II p.75, "Les uns et les autres", "Les unes et les autres" (pour les deux genres).

Pep tra a zo kevatal en ti-hont.

1850
Daveenn : GON.II pg kévatal (Tout est proportionné dans cette maison).

Ret eo kalonekaat an den yaouank-hont.

1850
Daveenn : GON.II pg kalounékaat (Il faut encourager ce jeune homme).

Ar merc'hed-hont ne reont nemet babouzañ.

1850
Daveenn : GON.II pg babouza (Ces femmes-là ne font que bavarder).

Ar re-mañ hag ar re-hont a zo mat.

1850
Daveenn : GON.II p.75, "Les uns et les autres sont bons".

an ti-hont a zo diazezet war ar roc'h

1850
Daveenn : GON.II pg diazéza

ar mevel-hont e deus bet dibourc'h e aotrou

1850
Daveenn : GON.II pg dibourc'h

n'eo ket difazius an den-hont

1850
Daveenn : GON.II pg difaziuz

Erru an abardaez warnomp, eme Roparzh Mengi ; ne zaleo ket ar vuntrerien fallakr ha digalon-sont da vont en o hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.196-197

— Te a zo aze, Prat, emezañ ? Ac’hanta, hag ar re-hont ? — Deoc’h-c’hwi da gentañ. Graet mat eo ho tro ? — N’oan ket evit ober gwelloc’h. — Neuze ’ta eo aet an Aotrou Poullaoueg da Vro-Saoz ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.228

— Asa, va zad, pet gwech n’hoc’h eus ket lavaret din-me n’eus Doue ebet, hag hiriv, abaoe ma’z omp deuet kuit diouc’h ar manac’h kalonek-[h]ont, n’eus ken hanv ganeoc’h nemet a Zoue ? Mes ma n’eus Doue ebet, perak 'ta e komzit kement anezhañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.61

E tu-hont d'ar c'hambroù ha d'ar salioù bras ac'h aer enne 'vit dibriñ, pe 'vit skrivañ, pe 'vit ober un diskuizh, e zo amañ ur chapel vras hag ur chapel vihan : homañ 'zo savet enni ur vreuriezh a nevez zo 'vit diboaniañ an anaon : enni dreist-holl e plijo dimp mont da gaozeal gant an Ao. Doue.

1903
Daveenn : MBJJ p112

An Arouezvarzh, en tu-hont, a zoug ur maen-strink war e skoaz dehoù.

1909
Daveenn : REZI p. 6

Eus Tingis ez on aet da Gadir en tu-hont d'ar strizh-mor etre mor-ar-C'hreisteiz hag ar mor-Bras.

1923
Daveenn : SKET p.18

En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar [c'h]lann-hont eus ar mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegezh gant ar vroiz anezhi, tud kenedek o dremm, kreñv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg.

1923
Daveenn : SKET p.13

Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.

1923
Daveenn : SKET p.48-49

— Na gwelet a rez-te, paotr, a lavare dezhañ Jarlig kozh, na gwelet a rez-te an didalvez-hont, evel ur vran-vor du, en e sav war ar garreg ?… Diwall… rakañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

Goulc'hen, ar Paganad, a oa ur marvailher. E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper. Ne baoueze ket da'm goulennata : "Hag an dra-mañ ?... Hag an dra-se ?... Hag an dra-hont ?...

1929
Daveenn : SVBV p10

ar bed-hont

1931
Daveenn : VALL pg au-delà

bezañ en tu-hont da spered mab-den

1931
Daveenn : VALL pg (dépasser les) borne(s de l'esprit humain)

Setu amañ anvioù al labourerien gentañ en tu-hont da Vallée ha din : Charlez Gwennoù ; Gab Liskidri, Bugel Sant Nerin ; Bugel Sant Jakez ; ha paotr Jilo.

1944
Daveenn : EURW.1 p58

Tiegezhioù Jafrennoù, en tu-hont d'o zra dezho, o doa e koumanant traoù d'ar C'hont de Sanzay, o chom er XVIIvet kantved e Kemper, leurgêr an Dug.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Bez' e oa eno ivez, en tu-hont d'e vreur skoliad Olier, e vreur Adolf, a oa ijinour e Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p55

E-kerzh c’hwec’h miz, hor boa da zeskiñ an « théorie » ger ha ger ha penn-da-benn ; en tu-hont da se, deskiñ kemenn ur skouadenn, ur gevrenn, ha, da ziwezhañ, ur gompagnunezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

- Ar pezh kaer ! En tu-hont da se a zo bet skrivet gant ar Roue Salaun en e Ganaouenn ar C'hanaouennoù.

1949
Daveenn : SIZH p.55

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial