Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Raganv a dalvez da ziskouez ub. pe udb. - a arouezer gant un anv benel - zo pell-bras diouzh ar c'homzer. Ur goumoulenn arnev eo honhont. Gwelet a rit honhont wenn. 2. Trl. HOMAÑ... HONHONT : troienn a dalvez da lakaat keñver-ha-keñver, da enebiñ daou zen, daou dra a arouezer gant anvioù benel. Pa zegasas homañ ar c'heloù d'he c'hoar, honhont a voe mantret. Goulenn a ra alioù digant homañ ha digant honhont. HS. homañ, honnezh. EVEZH. : kemm. blot. darn. - chom a ra k, t ha p digemm - e deroù an anvioù-gwan a lakaer goude honhont.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

hounhont

1732
Daveenn : GReg pg celle (loin de vous)

honhont

1850
Daveenn : GON.II pg houn (-hoñt)

redit war-lerc'h honhont

1850
Daveenn : GON.II pg houn (-hoñt)

honhont

1850
Daveenn : GON.II p.27, livre premier, "celle-là loin de nous".

Lavarout a reot da hounhont dont warc’hoazh.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Kaset em eus hounhont kuit.

1850
Daveenn : GON.II p.71, (J'ai renvoyé celle-là).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial