Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Raganv a dalvez da ziskouez ub. pe udb. - a arouezer gant un anv gourel - zo pell-bras diouzh ar c'homzer. Ur menez uhel eo henhont. Henhont ne vez ket alies e-tro amañ. Ne weler ket henhont c'hlas ken. 2. Trl. HEMAÑ... HENHONT : troienn a dalvez da lakaat keñver-ha-keñver, da enebiñ daou zen, daou dra a arouezer gant anvioù gourel. Er gêr e oa ur mevel ; hemañ a rae evel ma c'houlenne ar mestr outañ ober ; koulskoude n'en em gleve ket mat gant henhont. HS. hemañ, hennezh. EVEZH. : kemm. blot. darn. - chom a ra k, t ha p digemm - e deroù an anvioù-gwan a lakaer goude henhont.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

henhont

1732
Daveenn : GReg pg cela (qui est éloigné de moi), celui (-là, loin de vous)

henhont en deus touet em c'hollo, em ruino

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme a) conjuré (ma perte)

hag hemañ hag henhont

1732
Daveenn : GReg pg autre (les uns et les autres)

diwar-benn henhont e komzomp

1850
Daveenn : GON.II pg hen (-hoñt)

It da glask henhont, ha digasit eñ ganeoc’h.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Henhont

1850
Daveenn : GON.II p.27, livre premier, "celui-là loin de nous".

Ma ne zeu ket henhont hiriv, ez eot warc'hoazh d'e di.

1850
Daveenn : GON.II p.71, "Si celui-là ne vient pas aujourd'hui, vous irez demain chez lui".

henhont

1850
Daveenn : GON.II pg hen (-hoñt)

Henhont a zo o klask lann da aozañ merenn, hag houmañ a zo bet o kerc’hat laezh da soubañ anezhañ. Kasomp anezho o-daou da verenniañ fenoz da di Lusifer, d’an ifern, mard eus un ifern bennak.

1877
Daveenn : EKG.I. p.193

henhont a lavar

1909
Daveenn : BROU p. 251 (là-bas, sans impliquer éloignement. Quelqu'un, sur le seuil de sa porte, dira de quelqu'un qui est à l'intérieur : hen-hont a lavar)

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897-898 (Miz Ebrel 1924)

Hemañ en devoa graet (pet gwech !) tro ar bed ; henhont a oa bet o vrezeliñ en Indez ; ar glazard-mañ, leshanvet ar Prizonier, a oa bet, tri bloaz, er galeoù, gant ar Saozon, hag an hini tostañ dezhañ a zo o paouez erruout eus brezel an Amerik.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Kalet e blanedenn, na piv he zisc’hraio ? piv he zorro ?… C’hwi ? me ? hemañ ? henhont ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

En hemañ eo ez on bet ganet, en henhont bet dizonet, hag en egile va zud am zesavas hag am diorroas.

1929
Daveenn : SVBV p.17

goulennit ouzh hemañ ha henhont

1931
Daveenn : VALL autre

goulennit ouzh hemañ hag ouzh henhont

1931
Daveenn : VALL autre

Evit ar boued, ez aemp gwech d'an ostaleri, gwech da di hemañ-henhont [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.176

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial