Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (gant ur v.) Termen a dalvez kement ha "ni hepken". Kerzhet hon eus hon-unan e-pad un eurvezh. 2. (gant un ak., ur rag., un ar. displ.) Termen a dalvez da bouezañ war merk ar c'hentañ gour lies. Graet hon eus an dra-se gant hon daouarn hon-unan. Hor re hon-unan int. Evidomp hon-unan he deus graet an dra-se. 3. Termen a dalvez kement ha "ni ivez". [1878] Nec’het e oamp hon-unan o welet hor mestr glac’haret hag ankeniet.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

M. Ha ni a c'hell ac'hanomp hon-unan evitañ ar pec'hed hag ober an euvroù mat pere hon eus lavaret diaraok ? D. Ne c'hallomp ket hep ar sikour hag ar gras a Zoue.

1622
Daveenn : Do. p38

Petra eo pec'hed aktuel ? An hini a gometomp hon-unan goude'n uzaj a rezon.

1622
Daveenn : Do. p36

M. Piv a geromp-ni dre garantez ? D. Doue dreist pep tra, ha hon nesañ eveldomp hon-unan.

1622
Daveenn : Do. p24

M. Piv a gzromp-ni dre ar garantez? / D. Doue dreist pep tra, hag hon nesañ evel deomp hon-unan.

1677
Daveenn : Do. p25

M. Petra eo pec'hed aktuel? D. An hini a gometomp hon-unan goude an usaj a rezon.

1677
Daveenn : Do. p37

[M.] Ha ni a c'hell ac'hanomp hon-unan evitañ ar pec'hed, hag ober an euvroù mat hon deus lavaret diaraok ? D. Ne c'hallomp ket hep sikour ha gras Doue.

1677
Daveenn : Do. p39

ar vertuz a garantez hon oblij da garet Doue a-greiz hon c'halon, hag hon nesañ evel hon-unan

1732
Daveenn : GReg pg (la) charité (consiste à aimer Dieu de tout son coeur, & à aimer son prochain comme soi-même)

chom a rejomp hon-unan

1850
Daveenn : GON.II pg unan

anezhañ e-unan

1850
Daveenn : GON.II pg unan

« Warc'hoazh kentañ, gant hor filzier, / Dont[,] ni ha tud hon ti : setu ar berrañ tra / Hag ar gwellañ ; / Hon ed a vedimp, a zornimp / Hon-unan, gwellañ ma c'hellimp. »

1867
Daveenn : MGK p54

Evit an trede gwech ar perc'henn a zistroas, / Hag outañ tev e benn : — « Hon dallentez zo bras / Chom da c'hortoz re all, a-walc'h omp hon-unan ; / Ni a zo hor mignon hag hor c'har-nes tostañ. »

1867
Daveenn : MGK p53

« An droug a reomp d'ar re vihan / A gouezh war hor penn hon-unan. »

1867
Daveenn : MGK p111

Setu Per ha me hon-daou hon-unan gant ur guchenn golo evit gwele, skuizh hor c’horf evit gwir, mes hanter leun hepken hor c’hof.

1877
Daveenn : EKG.I. p.72

Nec’het e oamp hon-unan o welet hor mestr glac’haret hag ankeniet.

1878
Daveenn : EKG.II p.100

Ra vezimp hon-unan hepken skoet, hon-unan hepken kastizet ! Ra zougimp holl bouez ar c’hastiz ha buanegezh an doueed ! War-raok diouzhtu. Dare omp !

1923
Daveenn : SKET p.108

Dont a reomp a-benn da vont en douar a-benn ar fin, da ober war-dro hon tud ha war hon tro hon-unan, pa ne ve ken nemet evit kavout loj en ostaleri nemeti a oa neuze e kêr.

1985
Daveenn : DGBD p43

"Penaos ec'h eus mignonet gant Likomitrou?" a c'houlennan outi p'emaomp en hon-unan.

2015
Daveenn : EHPEA p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial