diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !
E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
« Biskoazh kemend-all ! amañ n’emañ ket an traoù en o flas, » a soñjas-eñ.
Biskoazh ur c’housker n’eo bet ul labourer.
— « Ya, un trouz spontus. » — « Petra ’sinifi an trouz-se ? » — « Feiz ! n’ouzon ket ; biskoazh em buhez n’em eus klevet ur seurt trouz.
— « Penaos, n’oc’h ket marv ? » a c’houlennas Lom. — « Marv ? marv ? me marv ? Biskoazh kemend-all ! ! ! » eme Herri.
Herri a hope er c’hraou, goude ma oant aet kuit : — « Biskoazh kemend-all ! biskoazh kemend-all ! Unan o reiñ al l[ê]renn d’ar yer, hag an hini all o sachañ hardi war lost va femoc’h !… Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ.
N’emañ ket en e aes. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon. Sec’h eo e staoñ ha lammat a ra ar gwad en e benn. Santout a ra en e izili nerzhoù, biskoazh ken kivioul, o tirollañ.
Ha koulskoude, nann ! N'eo ket davet ur vaouez ez ae. Biskoazh seurt soñj !...
Habask ar paotr, hag azezañ da bateriñ : - Me ho salud, Mari, leun a c'hras, ker ruz eo da jenoflez !... Biskoazh seurt dievezhded !...
[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».
Dimezell, biskoazh ne deomp diouzh ar gouent, nemet evit mont da San-Miguel, gouzout a rit, du-hont, er menez gouez.
Ur pikol levr a c'hallfen skrivañ diwar-benn breudeur ha c'hoarezed va zad, hag a-zivout va c'hendirvi : paotred ha merc'hed, met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.
Brav-bravig e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war vete nebeut ha betek-hen, kaer am eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.
A-c'houde pet biskoazh ne oa ket bet gwelet ken, ul labous mor, un evn ?
Ne skoas al lestr nemet war-dro hanternoz; abaoe kuzh-heol avat e c'helled gwelout ar gurun o tarzhañ dizehan diouzh tu an douar ha biskoazh ne 'm eus bet ur gwel ken kaer war ur barr-arnev, zoken er broioù tomm.
Ha pa soñjer ervat er stad m'emañ hiziv e c'haller lavarout hardizh ne oa bet biskoazh ken brav ha m'er gweler bremañ.
Ma rez n'eo ket bet pouezus-bras biskoazh evit Adrianí.
Mots précédents
Mots suivants
biskotenn