Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. I. A. 1. ROUEZ (db. an tachennoù, an egorennoù) [1659, 1923, 1931] Bevennañ e vent. [1659] Terminañ. [1923] Termeniñ. [1931] Termeniñ. 2. ROUEZ (db. ar prantadoù amzer) Kas (udb.) d'e dermen. Termenet en deus e vuhez. DHS. echuiñ, seveniñ B. (db. an amzer) 1. Reiñ un astenn d'ar mare ma ranker paeañ udb. Me ho termeno : me a roy muioc'h a amzer deoc'h da baeañ. 2. [2023] Resisaat un deiziad pe ur mare. [2023] Gant imor vat ez ejont kuit an eil diouzh egile, hep koustiañs fall hag hep bezañ termenet emgav all ebet. II. Dre skeud. (db. ar gerioù, ar mennozhioù, ar c'healioù, h.a.) 1. [1923, 2015] Displegañ (udb. pe an dalvoudegezh anezhañ) en un doare resis-kenañ. [1923] Dre ma renkan termeniñ va mennad da sevel danevell-veur Geltia an hini eo, ha kroaziañ, dre-se, war skrivañ pep a zanevell, dre ar munud, da gement kevrennad a zo eus hor Gouenn-dud. [2015] Bez' ez eus ivez damdrec'hioù hag a zo mat da gaout bepred, gant ma'z int [vent] bet termenet mat gant ar strollad en a-raok. 2. [2015] Divizout sklaer. [2015] Ar wech-mañ n'eo ket termenet niver ar stourmerien a c'hall en em lakaat stag-ha-stag.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

terminañ

1659
Référence : LDJM.1 pg borner, limiter

termeniñ

1923
Référence : SKET p.192, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "borner, limiter".

Dre ma renkan termeniñ va mennad da sevel danevell-veur Geltia an hini eo, ha kroaziañ, dre-se, war skrivañ pep a zanevell, dre ar munud, da gement kevrennad a zo eus hor Gouenn-dud.

1923
Référence : SKET p.140

termenañ

1931
Référence : VALL pg atermoyer, borner

Bez' ez eus ivez damdrec'hioù hag a zo mat da gaout bepred, gant ma'z int [vent] bet termenet mat gant ar strollad en a-raok.

2015
Référence : DISENT p77

Ar wech-mañ n'eo ket termenet niver ar stourmerien a c'hall en em lakaat stag-ha-stag.

2015
Référence : DISENT p96

Gant imor vat ez ejont kuit an eil diouzh egile, hep koustiañs fall hag hep bezañ termenet emgav all ebet.

2023
Référence : DREAM p.38

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux