me deur
deurvezet
deurvezout
deurvout
teurvout
Kaset e voe raktal un den da Landreger da di ar mezeg, met ne deurvezas ket an Aotrou Gwezenneg dont da Briel : « Ur gwall zevezh am eus bet, emezañ, faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze… ha neuze ne dalv ken ar boan ».
Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.
Teurvezout a reas va rener da zont [sic] chom ur pennadig da zivizout ganin, ha pa glevas am boa studiet e kloerdi Landreger, e voen aliet gantañ da gregiñ ar buanañ gwellañ gant ar [c'h]ensonerezh : « Diganin, emezañ, ho po al levrioù hoc’h eus ezhomm diouto, ho kenteliañ a rin ha reizhañ a rin ho poelladennoù evit netra [...] ».
Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujeri [sic, klujiri], lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh.
Pa ’z oa prest, hervez ma kave dimp, va zamm lip-e-bav, c’hwezh ar foeltr ha blaz an diaoul a oa gantañ ha taolet e voe war ar bern teil rak penn-moc’h ebet n’en divije teurvezet lonkañ ar seurt gwelien.
Hag ar gwez ’ta, biskoazh n’am boa teurvezet teurel pled ouzh o mouezh ; da bep hini koulskoude e gan, disheñvel-krenn diouzh ar re all, hemañ d’ar pin, hennezh d’ar pupli, unan ouzhpenn d’an derv, hag holl en-dro din, ha zoken ar raden kras, ar balan hag ar gargal, o tasseniñ evel kemend-all a venveg [sic], a delenn [sic], dindan vizied diwelus ar soner dispar ma reomp dioutañ an avel…
Kerkent hag erru er gêr, ha zoken kent mont d’azezañ ouzh taol gant an toullad tud pedet da dañva o lod eus hor predig-eured, e fellas d’am gwreg stekañ ’vel ma ouie war he fenn koef dantelezhet [dantelezet] va bro, « jubile » Treger ha Goelo, am boa degaset dezhi em c’houfr a-berzh Soaz Sapeur : « Ra deurvezo va merc’h-vihan, eme an hini-gozh, dougen an deiz-se ur c’hoef, evel holl wragez va c’herentiezh.
Kollet hon eus amzer gant hon zro met an diskoulm all a vije bet chom da c'hortoz e kroashent Kifisos ma vije bet teurvezet gant an daksiourion mont kuit.