Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
5
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (impl. dirak un av. pe dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e", "ne") TEURVEZOUT OBER UDB. 1. Asantiñ ober udb. pa c'hallfed tremen aes hep e ober. Teurvezout mont d'ul lec'h bnk. Teurvezout komz ouzh ub. [1954] Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujiri, lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh. HS. prizañ. 2. Bezañ mat da ub. ober udb., na gaout diegi oc'h ober udb. Hennezh, ma 'n dije teurvezet, a oa kelenner. Ar re-mañ ne deurvezont ket mont war droad. II. V. dic'hour, DISPRED. TEURVEZOUT GANT UB. OBER UDB. : fellout. Teurvezet eo bet gantañ dont e-unan.

Skouerioù istorel : 
32
Kuzhat roll ar skouerioù

deurvout

1499
Daveenn : LVBCA p55 (voloir)

dervout

1499
Daveenn : LVBCA p55 (voloir)

ne'm deur

1499
Daveenn : LVBCA p55, 69, 149 (ie ne veulx pas)

Ha pan edoe an impalazr Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù[,] hag an gristenien pere n'oz deurie sakrifiañ d'an idoloù, en devoa ordrenet ez vizent lekaet d'an marv ;

1576
Daveenn : Cath p5

dervezout

1659
Daveenn : LDJM.1 deruezout

ne deurvezit ket

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vouloir

me deur

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ie) veux

teurvezet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ie) veux

teurvezout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vouloir

deurvezout

1732
Daveenn : GReg pg daigner (vouloir bien, avoir la bonté de.)

deurvezet

1732
Daveenn : GReg pg daigner (vouloir bien, avoir la bonté de. pr.)

deurvout

1732
Daveenn : GReg pg daigner (vouloir bien, avoir la bonté de.)

deurvezet

1732
Daveenn : GReg pg daigner (vouloir bien, avoir la bonté de. pr.)

ne deurvez ket, ne euteur ket ; ober an dra-se

1732
Daveenn : GReg pg (il ne) daigne (pas faire cela)

Ne deurvez ket sellout ouzhin.

1850
Daveenn : GON.II pg teurvézout ou deurvézout (il ne daigne pas me regarder).

teurvout

1850
Daveenn : GON.II pg teurvézout ou deurvézout (daigner, avoir pour agréable. vouloir bien. Hors de Léon "teurvout"), pg teurvout (voyez le mot précédent [teurvézout]).

deurvezout

1850
Daveenn : GON.II pg deurvézout, fallout, fellout, pg pg teurvézout ou deurvézout (daigner, avoir pour agréable. vouloir bien).

teurvezout

1850
Daveenn : GON.II pg eûteurvezout, pg teurvézout ou deurvézout (daigner, avoir pour agréable. vouloir bien), pg deurvézout

teurvezet

1850
Daveenn : GON.II pg teurvézout ou deurvézout (daigner, avoir pour agréable. vouloir bien. Part.)

deurvezet

1850
Daveenn : GON.II pg teurvézout ou deurvézout (daigner, avoir pour agréable. vouloir bien. Part.)

Ne deurveze ket d’an drouized e vije bet diskuliet d’an holl anvioù an doueed, evit na vije tud nemeto ouzh o anaout, solis nosse deos, eme Lucanus, I, gwerzenn 452.

1924
Daveenn : SKET.II p.42

ha c'hwi ho teur...

1931
Daveenn : VALL pg (auriez-vous la) bonté (de)

-«O Mestr», emezon-me, « me eo ho trugareka evit an digemer a deurzevit ober d’ur Breizhad yaouank [dianavez].( …) »

1944
Daveenn : EURW.1 p.92

Goude ar brezegenn-se, ar mestr bras (a grene an holl pa grize e dal), a deurvezas enaouiñ e c’houlaouenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Teurvezout a reas va rener da zont [sic] chom ur pennadig da zivizout ganin, ha pa glevas am boa studiet e kloerdi Landreger, e voen aliet gantañ da gregiñ ar buanañ gwellañ gant ar [c'h]ensonerezh : « Diganin, emezañ, ho po al levrioù hoc’h eus ezhomm diouto, ho kenteliañ a rin ha reizhañ a rin ho poelladennoù evit netra [...] ».

1954
Daveenn : VAZA p.81

Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujeri [sic, klujiri], lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh.

1954
Daveenn : VAZA p.21

Kaset e voe raktal un den da Landreger da di ar mezeg, met ne deurvezas ket an Aotrou Gwezenneg dont da Briel : « Ur gwall zevezh am eus bet, emezañ, faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze… ha neuze ne dalv ken ar boan ».

1954
Daveenn : VAZA p.44, notenn 1

Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.

1954
Daveenn : VAZA p.123

Aotrou kure, ma c'hasoni / C'hwi ' deurvezo din pardoniñ, / Din-me, diaoulez ha pec'herez, / Dallet, allas ! gant an erez.

1960
Daveenn : PETO p81

Deoc'h-c'hwi da zibab diouzh ho krad / Ha, d'an estren, o varc'hekaat, / Zo deut gant c'hoant d'ho saveteiñ, / Ra deurvezoc'h ur respont reiñ.

1960
Daveenn : PETO p57

Ne c'hellan, hep mar, ' met ho tigareziñ / Ha bepred e pedin Doue d'ho kwareziñ. / Hogen, aotrouned, teurvezit azezañ. / War al lezenn nevez, hep mui gouzezañ, / Em eus bet kefridi d'ho kelenn ervat, / Evidoc'h, da c'houde, da zilenn d'ho krad.

1960
Daveenn : PETO p15

Kollet hon eus amzer gant hon zro met an diskoulm all a vije bet chom da c'hortoz e kroashent Kifisos ma vije bet teurvezet gant an daksiourion mont kuit.

2015
Daveenn : EHPEA p124

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial