Mes evel m'oa bet teurket Corbet e Plabenneg, ha ma n’en doa ket a c’hoant da goll eveltañ e vuhez, e testumas an dud a yoa diouc’h e zoare e kêr Vrest, hag ouc’hpenn ur "rejimant" soudarded, hanvet rejimant ar C’halvados, abalamour ma’z oant ginidik eus al lodenn-se eus an Normandi, hanvet bremañ Calvados.
Mez evel m'oa bet teurket Corbet e Plabennec, ha ma n’en doa ket a c’hoant da goll evel-d’han he vuez, e testumaz an dud a ioa diouc’h he zoare e kear Vrest, hag ouc’hpenn eur "rejimand" soudarded, hanvet "rejimant ar C’halvadoz", abalamour ma’z oant ginidik euz al lodenn-ze euz an Normandi, hanvet breman Calvados.