I. Doar./Stn.
A. (db. an dud)
1. Treut, dister e zoare.
DHS. displed, kaezh, klañvidik, paour.
HS. kastiz.
2. Tost, pizh.
C'hwi zo un den teusk, a gemerfe ar pezh n'hoc'h eus ket roet, hag a vedfe lec'h n'hoc'h eus ket hadet.
DHS. c'hoantek, sklouf.
HS. engravet, prim, skragn.
3. Trl.
Bezañ teusk e c'henoù : moulbennek, dic'hoarzh.
Hennezh a oa teusk e c'henoù, mezhek, nec'het.
B. (db. ar stlenn)
Skort.
Gant an disklêriadurioù teusk-se. Keleier teuskoc'h.
DHS. dister.
II.
Adv.
En un doare dic'hoarzh, rust.
Me a gave e kaozee re deusk outo ivez.
DHS. reut.