I.
G.
1. Korf. (db. an dud, al loened)
Organ bras lec'hiet en tu dehoù d'ar c'hof evit a sell ouzh an dud, a vez furmet ar vestl gantañ, zo pouezus-kenañ he roll e treizhadur ar boued.
Bezañ klañv e avu. Bezañ dalc'het gant an droug avu. Droug an avu zo ganin. Kaout flemmoù en e avu. Un avu pemoc'h.
[1954] [...] ha daoust ha ma n'evan koulz eo lavarout nemet dour mat feunteun Soaz Sapeur, me an hini eo a vez yennet kalz re alies gant ar boan avu !
2. Dre zismeg
Marc'had an avu : ar vezvierien.
3. Dre heveleb. (db. al loened)
Avu-leue, avu-melen : loen mor arvelen, e anv spesad Cliona celata, dezhañ neuz un avu.
&
Avu-ruz : loen mor e anv spesad Tethya aurantium.
HS. spoue (melen, ruz).
II.
H.g.
Organ al loened, ruz pe roz, a vez debret gant an dud.
Avu leue a vo da verenn hiziv. Formaj avu : formaj-kig graet gant avu.
Référence :
GON.II
pg au, avu (En Vannes, "au" ou "éu" -de deux syll.- ).
avu
1850
Référence :
GON.II
pg au, afu (Voyez "avu"), avu (Foie, un des viscères de l'animal), élaz, eu. + p.17, livre premier, (foie).
Droug avu en deus.
Droug avu en deûz.
1850
Référence :
GON.II
pg avu (Il a mal au foie).
war a lavarer, e avu a ioa askornet
war a lavareur, hé avu a ioa askournet
1850
Référence :
GON.II
pg askourna
eü
éu
1850
Référence :
GON.II
pg au, eu (En Vannes, "au" ou "éu" - de deux syll.), pg eu (voyez "avu").
aü
ahu
1904
Référence :
DBFV
pg ahu (foie)
avuoù
ahueu
1904
Référence :
DBFV
pg ahu (foie)
avuoù
aveu
1904
Référence :
DBFV
pg ahu (foie)
avu
1904
Référence :
DBFV
pg ahu (foie)
evu
èu
1909
Référence :
BROU
p. 204
avu
1927
Référence :
GERI.Ern
pg avu
N'eus forzh, evitañ da vezañ moarvat poazh tor ha stripoù, aet eo e tu all da bevar-ugent vloaz, ha daoust ha ma n'evan koulz eo lavarout nemet dour mat feunteun Soaz Sapeur, me an hini eo a vez yennet kalz re alies gant ar boan avu !
N'eus forzh, evitañ da vezañ moarvat poazh tor ha stripoù, aet eo e tu-all da bevar ugent vloaz, ha daoust ha ma n'evan koulz eo lavarout nemet dour mat feunteun Soaz Sapeur, me an hini eo a vez yennet kalz re alies gant ar boan-avu !
1954
Référence :
VAZA
p.63
Goude kreisteiz e teuas va zro da vezañ ensellet e noazh-pilh evel un aneval gant ur mezeg kozh, hag o vezañ ne gavas ennon na si na namm, ha netra da damall d'am c'halon, d'am skevent na d'am avu, e tisklerias [tisklêrias] e oan dellezek da vezañ martolod.
1954
Référence :
VAZA
p.81
Note d'étude
Lenn a reer e GON.II eo "au" hag "éu" ar stummoù graet ganto e Bro-Wened.
Étymologie
Termen predenek da vezañ tostaet d'ar c'hembraeg "afu" kenster gantañ.