I.
G.
1. Korf. (db. an dud, al loened)
Organ bras lec'hiet en tu dehoù d'ar c'hof evit a sell ouzh an dud, a vez furmet ar vestl gantañ, zo pouezus-kenañ he roll e treizhadur ar boued.
Bezañ klañv e avu. Bezañ dalc'het gant an droug avu. Droug an avu zo ganin. Kaout flemmoù en e avu. Un avu pemoc'h.
2. Dre zismeg
Marc'had an avu : ar vezvierien.
3. Dre heveleb. (db. al loened)
Avu-leue, avu-melen : loen mor arvelen, e anv spesad Cliona celata, dezhañ neuz un avu.
&
Avu-ruz : loen mor e anv spesad Tethya aurantium.
HS. spoue (melen, ruz).
II.
H.g.
Organ al loened, ruz pe roz, a vez debret gant an dud.
Avu leue a vo da verenn hiziv. Formaj avu : formaj-kig graet gant avu.