1. E par ar marv.
[1878] Mari Mark, gwreg Kervinot, a yoa klañv, toc’hor zoken e oa, hag e ranke mont d’he c’hofes.
&
Trl.
Bezañ toc'hor da vervel : e par ar marv.
Pa vez un den klañv ha toc'hor da vervel.
2. Deuet da vezañ gwan, dinerzh, dre ar c'hleñved, ar gozhni.
Bremañ on deuet kozh ha toc'hor. Toc'hor eo abaoe ma'z eo bet klañv. Dont a ra da vezañ toc'horoc'h-toc'horañ.
3. Dre skeud.
Na seven ket e zleadoù gant kalz a c'hred.
Me zo bet, em buhez, ur gristenez toc'horik a-walc'h.
&
Trl.
Bezañ toc'hor en udb. : diskouez nebeut a c'hred en dra-se.
Toc'hor e oan er feiz.
HS. klouar.
4. (db. an traoù)
Dister.
Un eost toc'hor zo er bloaz-mañ. Ur feiz toc'hor-kenañ. An doujañs evito zo toc'hor.
Un den toc'hor ha kantvloaziad / En ur glemm doanius war e stad, / Lavare d'ar marv [e] rae dezhañ re abred, / Hep bezañ war e du, mont er-maez eus ar bed.
Eunn den toc'hor ha kant vloasiad / Enn eur glemm doaniuz war he stad, / Lavare d'ar maro rea d'ezhan re a-bred, / Heb beza war he du, mont er meaz euz ar bed.
1867
Référence :
MGK
p101
« Gwelet ho peus ho mignoned, / Darn marv, darn toc'hor, darn all gant ar c'hleñved. »
» Gwelet ho peuz ho mignouned, / » Darn maro, darn toc'hor, darn all gant ar c'hlenved.
1867
Référence :
MGK
p102
AR MARV HAG AN DEN KOZH TOC'HOR
AR MARO HAG ANN DEN KOZ TOC'HOR
1867
Référence :
MGK
p100
A-benn ur pennad goude-se, e voe graet kloc’h-galv, evel evit ar badiziantoù, hag e voe adarre embannet, dre ar bourk, e oa en iliz ur c’hrouadur toc’hor o c’hedal ur beleg d’e vadeziñ.
A benn eur pennad goude-ze, e oue great kloc’h-galf, evel evit ar badichantou, hag e oue adarre embannet, dre ar bourk, oa enn iliz eur c’hrouadur toc’hor o c’hedal eur belek d’he vadezi.
1877
Référence :
EKG.I.
p.249
Mari Mark, gwreg Kervinot, a yoa klañv, toc’hor zoken e oa, hag e ranke mont d’he c’hofez.
Mari Mark, grek Kervinot, a ioa klan, toc’hor zoken oa, hag e ranke mont d’he c’hofez.
1878
Référence :
EKG.II
p.82
Ur vouezh pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojoù ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemet an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouzh e c’hervel dre e anv.
Eur vouez-pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojou ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemed an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouz e c’hervel dre e ano.