Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. E par ar marv. [1878] Mari Mark, gwreg Kervinot, a yoa klañv, toc’hor zoken e oa, hag e ranke mont d’he c’hofes. & Trl. Bezañ toc'hor da vervel : e par ar marv. Pa vez un den klañv ha toc'hor da vervel. 2. Deuet da vezañ gwan, dinerzh, dre ar c'hleñved, ar gozhni. Bremañ on deuet kozh ha toc'hor. Toc'hor eo abaoe ma'z eo bet klañv. Dont a ra da vezañ toc'horoc'h-toc'horañ. 3. Dre skeud. Na seven ket e zleadoù gant kalz a c'hred. Me zo bet, em buhez, ur gristenez toc'horik a-walc'h. & Trl. Bezañ toc'hor en udb. : diskouez nebeut a c'hred en dra-se. Toc'hor e oan er feiz. HS. klouar. 4. (db. an traoù) Dister. Un eost toc'hor zo er bloaz-mañ. Ur feiz toc'hor-kenañ. An doujañs evito zo toc'hor.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

toc'horañ

1732
Daveenn : GReg pg faible (debile.)

toc'horañ

1732
Daveenn : GReg pg faible (debile.)

nerzhañ neb zo sempl, toc'hor

1732
Daveenn : GReg pg corroborer

toc'hor

1732
Daveenn : GReg pg debille, faible (debile.)

toc'horoc'h

1732
Daveenn : GReg pg faible (debile.)

toc'hor

1850
Daveenn : GON.II pg toc'h, toc'hor, travañk

toc'hor eo bet evel-se a bep amzer

1850
Daveenn : GON.II pg toc'hor

toc'hor e oa pa on deut kuit

1850
Daveenn : GON.II pg toc'hor

Un den toc'hor ha kantvloaziad / En ur glemm doanius war e stad, / Lavare d'ar marv [e] rae dezhañ re abred, / Hep bezañ war e du, mont er-maez eus ar bed.

1867
Daveenn : MGK p101

« Gwelet ho peus ho mignoned, / Darn marv, darn toc'hor, darn all gant ar c'hleñved. »

1867
Daveenn : MGK p102

AR MARV HAG AN DEN KOZH TOC'HOR

1867
Daveenn : MGK p100

A-benn ur pennad goude-se, e voe graet kloc’h-galv, evel evit ar badiziantoù, hag e voe adarre embannet, dre ar bourk, e oa en iliz ur c’hrouadur toc’hor o c’hedal ur beleg d’e vadeziñ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.249

Mari Mark, gwreg Kervinot, a yoa klañv, toc’hor zoken e oa, hag e ranke mont d’he c’hofez.

1878
Daveenn : EKG.II p.82

Ur vouezh pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojoù ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemet an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouzh e c’hervel dre e anv.

1923
Daveenn : SKET p.70

toc'hor

1931
Daveenn : VALL pg agonisant

klañvoc'h

1931
Daveenn : VALL pg agonisant

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial