1. Trouz bras (graet gant tud pe traoù) a chomer bouzaret gantañ.
Todion an tennoù o strakal. Peseurt todion zo ganeoc'h ! M'ho pije klevet gwashat todion en doa graet hennezh !
&
(impl. da anv unan)
Un todion a oa eno ! Hennezh a ra un todion evel karr an Ankoù o tremen dre an hentoù.
DHS. bourbl, cholori, jabadao, safar, talabao, tousmac'h.
2. Dre skeud.
Reuz, tabut.
Todion zo bet.
[1954] Ha todilhon, ha gouel, ha mallozhioù, ken ma vane a-wechoù tud o tremen da selaou ha d’ober goap : « alo ’ta, emezo, bez’ eus adarre sach-blev etre E-Mari ha Soaz Sapeur ! »
DHS. chak, dael, diskrap, jeu, kavailh, sach.
HS. tousmac'h.
A ! ma zud keizh, pebezh todilhon an noz-se er C'hapron-Bihan-Ruz.
A ! ma zud keiz, pebez todilhon an noz-se er C'hapron-Bihan-Ruz.
1944
Référence :
EURW.1
p.98
Ha da gaout an ostizez, a reas un dodilhon spontus, pa stagas mamm da zivrudañ he c'hambr dezhi.
Ha da gaout an ostizez, a reas eun dodilhon spontus, pa stagas mamm da zivruda he c'hambr d'ezi.
1944
Référence :
EURW.1
p.136
Ha todilhon, ha gouel, ha mallozhioù, ken ma vane a-wechoù tud o tremen da selaou ha d’ober goap : « alo ’ta, emezo, bez’ eus adarre sach-blev etre E-Mari ha Soaz Sapeur ! »