Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Trouz bras (graet gant tud pe traoù) a chomer bouzaret gantañ. Todion an tennoù o strakal. Peseurt todion zo ganeoc'h ! M'ho pije klevet gwashat todion en doa graet hennezh ! & (impl. da anv unan) Un todion a oa eno ! Hennezh a ra un todion evel karr an Ankoù o tremen dre an hentoù. DHS. bourbl, cholori, jabadao, safar, talabao, tousmac'h. 2. Dre skeud. Reuz, tabut. Todion zo bet. [1954] Ha todilhon, ha gouel, ha mallozhioù, ken ma vane a-wechoù tud o tremen da selaou ha d’ober goap : « alo ’ta, emezo, bez’ eus adarre sach-blev etre E-Mari ha Soaz Sapeur ! » DHS. chak, dael, diskrap, jeu, kavailh, sach. HS. tousmac'h.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

A ! ma zud keizh, pebezh todilhon an noz-se er C'hapron-Bihan-Ruz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

Ha da gaout an ostizez, a reas un dodilhon spontus, pa stagas mamm da zivrudañ he c'hambr dezhi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.136

Ha todilhon, ha gouel, ha mallozhioù, ken ma vane a-wechoù tud o tremen da selaou ha d’ober goap : « alo ’ta, emezo, bez’ eus adarre sach-blev etre E-Mari ha Soaz Sapeur ! »

1954
Daveenn : VAZA p.49

Glav a rae ken a rae, ha pa savas Anatol France, « Bleu de Bretagne » a-enor [a enor], da satouilhat e brezegenn e stagas holl gleier an iliz-veur da vrallañ, ha tud an oferenn-bred o tont e-maez an ofis d’ober o seizh gwellañ evit ma kreskje an todilhon : darn o seniñ sutelloù houarn gant ur bizenn gras enno, darn’all o kanañ ken ma tagent « Nous voulons Dieu » ha « Catholiques et Bretons toujours ! », en-dra [endra] ma vleje a heligentañ ar re an tu enep, rak kement loen a zouge sae pe vragoù war al « le[u]veen » hag e[n]-dro dezhi a yude dibaouez : « Hou, hou, hou, la calotte ! »

1954
Daveenn : VAZA p.57

Ne reas kalz van nag ouzh ar c’hirri-tram a rae kement a dodilhon, nag ouzh an engroez martoloded ken stank ma’z oa gronnet ar straedoù ganto, nag ouzh al lenn, pe ar pont bras hag al listri[-]brezel er Penfeld.

1954
Daveenn : VAZA p.78

todilhon

1978
Daveenn : NDBF pg todilhon

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial