1. Zo deuet re domm dezhañ.
O tiroc'hal evel ur marc'h tommet.
2. Zo fuloret.
Setu an dud tommet mui eget kent.
3. (db. ar c'horf)
Zo tanijenn ennañ.
Emañ tommet e avu : emañ gant kaletadur an avu.
HS. entanet.
4. Dre skeud.
Damvezv.
Biskoazh n'oa bet gwelet na tommet na mezv.
[1878] A-barzh nemeur e voe gwelet Plouganaouiz o tont d’ar gêr, tommet-mat dezho, mezv zoken alies.
&
Trl.
Tommet dezhañ, d'e benn : damvezv.
Pa vez tommet un tammig dezho. Dont d'ar gêr, tommet mat dezho, mezv zoken alies.
[1878] Tommet e oa dezho ; evelkent o doe skiant a-walc’h evit lakaat pevar soudard en-dro d’an ti m’edont ennañ, evit eveshaat hag o diwall [...].
[1924] ha, pa vije tommet mat d’ar paotr kozh, e redent war e lerc’h, hag ec’h aent da ambroug anezhañ, en ur ganañ [...].
HS. badaouet, brizhvezv, drev (ag.), frev, krakvezv, sanson.
An alc'houeder a ra e neizh / War-dro miz Mae e-touez an ed, / Er mare-se al laboused, / Ha kement a zo bev, tommet gant heol an deiz, / A verv en o c'halon glaouenn ar garantez, / Zo c'hwezhet gant mestr ar vuhez.
Ann alc'houeder a ra he neiz / War dro miz mae e-touez ann ed, / Er mare-ze al laboused, / Ha kement a zo beo, tommet gant heol ann deiz, / A verv enn ho c'haloun glaouen ar garantez, / Zo c'houezet gant mestr ar vuez.
1867
Référence :
MGK
p51
Tommet e oa dezho ; evelkent o doe skiant a-walc’h evit lakaat pevar soudard en-dro d’an ti m’edont ennañ, evit eveshaat hag o diwall, rag aon o doa na vije en em savet ar [v]ourkiz en o enep.
Tommet oa d’ezho ; evelkent o doue skiant avoalac’h evit lakaat pevar zoudard enn dro d’an ti m’edont enn-han, evit evesaat hag ho diouall, rag aoun o doa na viche en em zavet ar bourkiz [sic] enn ho enep.
1878
Référence :
EKG.II
p.143
Pa veze re dommet dezho, ez aent da ober ur c’housk da uzañ o banne, ha goude-se e teuent adarre da evañ.
Pa veze re dommet d’ezho, ez eant da ober eur c’housk da uza ho banne, ha goude-ze e teuent adarre da efa.
1878
Référence :
EKG.II
p.143
A-barzh nemeur e voe gwelet Plouganaouiz o tont d’ar gêr, tommet-mat dezho, mezv zoken alies.
Abarz nemeur e oue guelet Plouganaouiz o tont d’ar gear, tommet mad d’ezho, mezo zoken aliez.
1878
Référence :
EKG.II
p.309
An driwac’h eus a viz diwe[zh]añ, Mari Kergall, deus Kerprijent he devoa lakaet an tan war he zi. Mezv oa pe, da vihanañ, gwall dommet, pa he doa graet an t[a]ol.
An driwac’h euz a viz diwean, Mari Kergall, deuz Kerprijent e devoa lakaet an tan war he zi. Meo oa pe, da vihana, gwall-dommet, pa e doa graet an tol.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Goap a raent outañ, p’en dije evet un dakadennig, ur bannac’hig a re (hag alies ar baotred o devoa abeg da ober goap outañ) ; difrezañ a raent anezhañ : monkus a oa un tammig ; ha, pa vije tommet mat d’ar paotr kozh, e redent war e lerc’h, hag ec’h aent da ambroug anezhañ, en ur ganañ : Kerjantjili, ar ba[r]veg gwenn, Galochoù bras, porpant lien.
Goap a reent outan, p’an nije evet eun dakadennig, eur bannac’hig a re (hag alïes ar bôtred o devoa abeg da ober goap outan) ; difreza a reent anean : monkus (1) a oa eun tammig ; ha, pa vije tommet mat d’ar pôtr koz, e redent war e lerc’h, hag ec’h eent da ambroug anean, en eur gana : Kerjantjili, ar bavek [sic] gwenn, Galochou bras, porpant lïen.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)