tommet
Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.
Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.
Evit krennañ berr, ne voe ket roet e Brest nemeur amzer da Charlez Tremel ha da Janed Brenchereau d’en em dommañ an eil ouzh egile, met n’eus forzh, gwech ebet e-pad ar pevar ha daou-ugent vloaz aet e-biou – ul lajadig, kwita ? – n’am eus bet abeg da glemm diouzh an degouezh iskis a liammas da viken ur Breizhad hag ur « Rusianez » eus Rochefort-war-vor.
Hogen, e-keit ma vezent oc’h ober o c’hazh gleb en-dro din, ec’h intenten kement-mañ dindan o c’homzoù flour : « Sav da reor alese, mabig, ha kerzh buan gant da hent, rak n’eo ket evidout am eus tommet va forn na poazhet va forniad ! »
Ur wetur-sono a skigne muzik ha kanaouennoù da dommañ ar c'halonoù
Klask a ris ober eta gwellañ ma c'hellis ar pezh a zo merket war ar paper a vez da heul : Klask lakaat ar gouli da wadañ (met keit all a oa abaoe ar flemm ma ne oa ket da fiziout kalz war an dra-se); enflistrañ dek santimetrad-diñs a louzoù enep flemm an naered dindan kroc'hen ar c'hof, tommañ dour lakaet permanganat e-barzh, ha flistrañ ivez an dourenn-se tro-dro d'al lec'h bet flemmet, atav evit klask distruj ar bilim.
Mots précédents
Mots suivants
tomm-brout