v.
I.
V.g.
1. (db. an dud)
Mont en ul lec'h tomm a-benn degas gwrez d'ur c'horf.
Deus amañ e-tal an tan da dommañ. Grit tan mat evit ma tommimp. Pêr a oa azezet en o zouez hag a domme ivez. Tommañ ouzh bannoù an heol.
[1878] Daou zervezh goude taol Trefalegenn, e-pad m’edomp o tommañ en-dro d’un tamm tan hor boa alumet [...] e teuas en hon touez an Aotrou de Kerbalaneg [sic], atav un aer nec’het dezhañ.
[1924] Ar valtouterien a zo du-hont o tommañ, a respontas Jarlig, ha Bilzig ne zaleo ket.
2. Dre skeud.
Tommañ ouzh ub. : dont d'e garout.
Ne c'halle ket e galon mankout da dommañ outi.
&
Gant seurt komzoù e lakaer empenn an dud da dommañ ha da virviñ.
3. (db. an heol, ar mammennoù gwrez)
Teuler, skignañ gwrez.
Krog eo an heol da dommañ. Pa dommas an heol e oa bet skaotet an had. Tommañ a ra da dan ?
&
(hep rener)
Tommañ a ra !
4. (db. an teil)
Dareviñ.
Laoskit ho teileg en he yoc'h da dommañ un herrad.
HS. goiñ.
5. (db. ar prenn)
Bezañ krog da breñvediñ.
6. (db. ar saviadoù m'en em gaver)
Grevusaat.
Tommañ a ra an traoù eta, ha hep dale e c'hallfe an arnev strakal.
II.
V.k.e.
A.
1. Lakaat (udb.) da vezañ tomm.
Tommañ dour da fardañ kafe. Tommañ ar soubenn. Tommañ laezh.
&
Tommañ udb. gant udb.
Ar fornioù da boazhañ bara a veze tommet gant lann, drez pe zrein.
&
Trl. skeud.
Tommañ dour d'e skaotañ : reiñ digarez d'an enebour da noazout ouzh an-unan.
Tommet en deus dour d'e skaotañ.
&
(db. an amzer)
Tommañ dour : bezañ liv an arnev, ar glav warni.
Gwall domm eo an amzer, me soñj din emañ o tommañ dour dimp adarre !
2. Degas gwrez en ul lec'h.
Tommañ an ti. Tommit ma gwele. An douaroù tommet gant an heol.
3. Degas gwrez en e gorf, e izili.
Graet en doa tan da dommañ e zaouarn kropet gant ar riv. Ar werennad kentañ a domme dezho o c'halon. An itron a domme he zreid ouzh an tan en ur ober stamm.
&
Trl. skeud.
Tommañ e zivskouarn da ub. : skeiñ flac'hadoù gantañ.
4. (rener : traoù)
Bezañ implijet evit lakaat udb. da vezañ tomm.
Ur pod-houarn bet o tommañ lisiv da ober ar c'bouez.
B. Dre skeud.
1. Broudañ.
Savet eo bet al levr-mañ evit diverrañ ar spered ha tommañ ar c'hoant deskiñ.
2. Tommañ kalon ub. : e galonekaat.
[1877] E-pad m’edont oc’h ober o zro, an Aotrou de Ker[v]alaneg a beurachue da renkañ e dud, a gomze outo, a domme o c’halon dezho en ur zisklêriañ ec’h en em gannent evit o Doue, evit o bro hag evit o Roue.
III.
V.k.d. (rener : traoù)
Degas gwrez.
Kinnig a ra din un tasad kafe hag a dommo din.
IV.
V dic'hour.
Tommañ da ub. : dont gwrez en e gorf.
Roeñvit paotred, hag e tommo deoc'h ! Tostait ouzh an tan da dommañ deoc'h.
V.
V. rag.
EN EM DOMMAÑ.
1. V. em.
En em dommañ ouzh ub., udb.: dont da vagañ mignoniezh, karantez ouzh ub., ul lec'h.
En em dommañ a rae ar vugale outañ. Ar gêr-se n'he doa gallet biskoazh en em dommañ enni.
[1954] [...] desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.
2. V. kenem.
Delc'her tomm an eil d'egile.
Ar gwenan e-pad ar goañv zo bodet e-barzh ar gestenn an eil ouzh eben evit en em dommañ.
[1878] Herve Soutre a yoa ivez ’ta komper din, ha bezañ komperi, an dra-se a laka atav ar c’halonoù d’en em dommañ an eil ouc’h eben.
VI.
(impl. da ak.)
Gwechad degas gwrez en e gorf, e izili.
kolo a reas un tommañ d'e zaouarn. Deuit d'ober un tamm tommañ e-kichen an tan.
Daveenn :
GON.II
pg tomma (chauffer, donner de la chaleur. rendre ou devenir chaud. se chauffer. échauffer. s'échauffer. En Vannes, "tuemmein").
tommañ
tomma
1850
Daveenn :
GON.II
pg eil, tomma (chauffer, donner de la chaleur. rendre ou devenir chaud. se chauffer. échauffer. s'échauffer).
tommet
1850
Daveenn :
GON.II
pg tomma (chauffer, donner de la chaleur. rendre ou devenir chaud. se chauffer. échauffer. s'échauffer. Part.)
It da dommañ ar bugel-se.
Id da domma ar bugel-zé.
1850
Daveenn :
GON.II
pg tomma (allez chauffer cet enfant).
Likit-eñ da dommañ.
Likit-héñ da domma.
1850
Daveenn :
GON.II
pg tomma (faites-le chauffer).
Tommit ho taouarn.
Tommid hô taouarn.
1850
Daveenn :
GON.II
pg tomma (chauffez-vous les mains).
Tommit ur grampouezhenn evidon.
Tommid eur grampoézen évidoun.
1850
Daveenn :
GON.II
pg krampoézen (Chauffez une crêpe pour moi).
eil dommañ
eil domma
1850
Daveenn :
GON.II
p.7 (réchauffer).
An ostiz n'en doe ket ar boan / Da eilbediñ an tremeniad : / Hemañ, a-raok, gant e alan / C'hwezh da dommañ e viziad.
Ann ostiz n'en doe ket ar boan / Da eil-bedi ann tremeniad : / He-man, a-raok, gant he alan / C'houez da domma e viziad.
1867
Daveenn :
MGK
p38
« Da dommañ va dorn e c'hwezhan, / Ha da yenañ va boed goude. »
« Da domma va dourn e c'houezann, / Ha da iena va boed goude. »
1867
Daveenn :
MGK
p38
Neb piv bennak o lenno a dommo e galon evit an aotrou Doue, evit ar wirionez, evit e vro, evit kement tra a zo mat, ha c'hwek, ha dereat, hag a rank da vezañ meulet.
Nep piou-bennag ho lenno a dommo e galon evid ann aotrou Doue, evid ar wirionez, evid e vro, evit kement tra a zo mad, ha c'houek, ha deread, hag a rank da veza meulet.
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid XI
— Nann, eme unan eus ar soudarded, evidon-me a oa skornet dija, ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded.
— Nann, eme unan euz ar zoudarded, evidon-me a ioa skournet dija, ha n’em euz gellet tomma dign, nemed a fors da lopa var ar goueriaded.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.169
E-pad m’edont oc’h ober o zro, an Aotrou de Ker[v]alaneg a beurachue da renkañ e dud, a gomze outo, a domme o c’halon dezho en ur zisklêriañ ec’h en em gannent evit o Doue, evit o bro hag evit o Roue.
Epad m’edont oc’h ober ho zro, an Aoutrou de Kerbalanek a beur-achue da renka he dud, a gomze outho, a domme ho c’haloun d’ezho en eur ziskleria ec’h en em gannent evit ho Doue, evit ho bro hag evit ho Roue.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.275-276
Jann-Louiz, eme Jañ-Mari d’ar goshañ eus e verc’hed, tomm ur banne soubenn d’an daou zen-mañ.
Jann-Louiz, eme Jan-Mari d’ar gosa euz he verc’hed, tomm eur banne zoubenn d’an daou zen-man.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.71
Gwelloc’h eo tommañ ar c’horf gant banneoù leun ar c’hof, eget ned eo gant tommder an tan, n’eus forzh pegen tomm e c’hellfe bezañ, rak nav blavezh krazañ a ya gant ur sourrad avel.
Guelloc’h eo tomma ar c’horf gand banneou leun ar c’hof, eged ne d-eo gand tomder an tan, n’euz forz pegen tomm e c’helfe beza, rak nao blavez kraza a ia gand eur sourrad avel.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.280
Daou zervezh goude taol Trefalegenn, e-pad m’edomp o tommañ en-dro d’un tamm tan hor boa alumet, war-dro peder eur dioc’h [diouzh] an abardaevezh, e teuas en hon touez an Aotrou de Kerbalaneg [sic], atav un aer nec’het dezhañ.
Daou zervez goude taol Trefalegenn, epad m’edomp o tomma enn dro d’eun tamm tann hor boa alumet, var dro peder heur dioc’h an abardavez, e teuaz en hon touez an Aoutrou de Kerbalanek, atao eun ear nec’het d’ezhan.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.101
Herve Soutre a yoa ivez ’ta komper din, ha bezañ komperi, an dra-se a laka atav ar c’halonoù d’en em dommañ an eil ouc’h eben.
Herve Soutre a ioa ive-ta koumper dign, ha beza koumperi, an dra-ze a laka atao ar c’halonou d’en em domma an eil ouc’h eben.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.36
Eno, souchet start an eil ouzh eben, e tomment o izili hag e tiskuizhent ken an hanternoz.
Eno, souchet start an eil ouz eben, e tomment o izili hag e tiskuizent ken an hanternoz.
1923
Daveenn :
SKET
p.114
Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.
Hounnez eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war riblou glazvez-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tïadou brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledou ma tomm outo Breiziz an hen-veuriadou, o dremm vrizellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualou hag e skoliou an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.
1923
Daveenn :
SKET
p.117
Ar werennad kentañ a domme dezhe o c’halon, a sklaerae mammenn o lagad ; siwazh ! an eilvet a lakae an tan da ruilhañ a-dreuz dre o gwazhied, en o empenn an alter da verviñ.
Ar werennad kenta a domme d’ê o c’halon, a sklerae mammenn o lagad ; siouaz ! an eilved a lakae an tan da ruilha a-dreuz dre o gwazied, en o empenn an alter da vervi.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
Ar valtouterien a zo du-hont o tommañ, a respontas Jarlig, ha Bilzig ne zaleo ket.
Ar valtouterien a zo du-hont o tomma, a respontas Jarlig, ha Bilzig ne zaleo ket.
Gant an heol e vez tommet o mogerioù dezho, ma teuont tomm-grizias.
Gand an heol e vez tommet o mogeriou d’ezo, ma teuont tomm-grizias.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.71
en em dommañ ouzh ub.
en em domma ouz u. b.
1931
Daveenn :
VALL
pg (s')attacher (à)
tommañ
tomma
1931
Daveenn :
VALL
pg (rendre) ardent
Ne c'hell bezañ saveteet nemet dre dommañ anezhañ.
Ne c'hell beza saveteet nemet dre domma anezañ.
1943
Daveenn :
TOAA
p4
Evel-se emañ an Amerikaned holl : p’en en dommont ouzh tra pe dra, ne chomont ket da blediñ gant soñj ar sellerien.
Evel-se emañ an Amerikaned holl : p’en en dommont ouz tra pe dra, ne chomont ket da bledi gant soñj ar sellerien.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.190
Me a domme buan ouzh ar merc’hed koant, hag unan amañ er c’hastell he doa piket din ma c’halon.
Me a domme buan ouz ar merc’hed koant, hag unan amañ er c’hastell he doa piket d’in ma c’halon.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.121
– « Ma, deuit d'azezañ e korn an tan da dommañ »
– « Ma, deuit d'azea e korn an tan da domma »
1944
Daveenn :
EURW.1
p38
Ar vugale en em zastume hervez o anaoudegezhioù, re ar memes parroz, ar memes taread, en em domme an eil ouzh egile.
Ar vugale en em zastume hervez o anaoudegeziou, re ar memes parroz, ar memes taread, en em domme an eil ouz egile.
1944
Daveenn :
EURW.1
p34
Stagañ a reas gant ar binvioù, tommañ a reas ouzh ar savadurezh kezeg, saout, deñved, ha pa dennas d'ar bilhed e 1858, ne oa ket kalz gwelloc'h gwazed egetañ e kanton Uhelgoad.
Staga a reas gant ar binviou, tomma a reas ouz ar savadurez kezeg, saout, deñved, ha pa dennas d'ar bilhed e 1858, ne oa ket kalz gwelloc'h gwazed egetañ e kanton Uhelgoad.
1944
Daveenn :
EURW.1
p10
Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.
1954
Daveenn :
VAZA
p.49-50
Ur wetur-sono a skigne muzik ha kanaouennoù da dommañ ar c'halonoù
1980
Daveenn :
BREM
Niv. 1, p. 4
Klask a ris ober eta gwellañ ma c'hellis ar pezh a zo merket war ar paper a vez da heul : Klask lakaat ar gouli da wadañ (met keit all a oa abaoe ar flemm ma ne oa ket da fiziout kalz war an dra-se); enflistrañ dek santimetrad-diñs a louzoù enep flemm an naered dindan kroc'hen ar c'hof, tommañ dour lakaet permanganat e-barzh, ha flistrañ ivez an dourenn-se tro-dro d'al lec'h bet flemmet, atav evit klask distruj ar bilim.