1. Perzh ar pezh zo tomm.
Tommder an tan, an hin, an dour. An tommder a vez renet mat gant ar metalioù.
HS. gwrez.
2. Amzer domm.
Tommder bras a oa e miz Gouere. Me zo faezh gant an tommder-mañ.
HS. broutac'h, gor, tommijenn.
ES. yenijenn.
3. Endro ma vez tomm.
Ober tan da zelc'her tommder en ti.
&
Chom, mont en e dommder : en ul lec'h ma vo tomm d'ar c'horf.
Pa vi siferniet chom ez tommder !
4. Pezh a sant ar c'horf pa vez tomm(et).
Ar banne-se a zegaso tommder en-dro en e wazhied.
5. Dre skeud. (db. an dud)
Santad a garantez, a vignoniezh.
N'eus ket kalz tommder en o darempredoù.
6. Ent strizh (db. ar bronneged)
Doug da glask darempredoù rev, stad ar barez o c'houlenn ar par.
Da vare o zommder ne zeu ket ar c'hazhezed da glask boued.
HS. gwentl, reuz, rud, tommijenn.
an nerzh eus an dommder natur, pehini a zeu da gas er-maez ar pezh a zo noazus, pe dibrofit dezhi
an nerz eus an domder-natur, pehiny a zeu da gaçz èr maes ar pez a so noazus, pe dibrofid dezy
1732
Daveenn :
GReg
pg expultrice (vertu expultrice)
E-verr pa vezo tremenet an dommder, ha deuet ar freskadurezh.
E verr pa vezo trémenet an domder, ha deuët ar fresqadurez.
1732
Daveenn :
GReg
pg fraicheur (Tantôt à la fraîcheur.)
E-verr pa vezo tremenet an dommder, ha deuet ar gouyender.
E verr pa vezo trémenet an domder, ha deuët ar gouyender.
1732
Daveenn :
GReg
pg fraicheur (Tantôt à la fraîcheur.)
toemmder bras
tuémdèr-bras
1732
Daveenn :
GReg
pg ardeur
un dommder prezant
un domdèr presant
1732
Daveenn :
GReg
pg actuel
tommder an tan
tomdèr an tan
1732
Daveenn :
GReg
pg activité, (ardeur du) feu
tommder vras
tomder-vras
1732
Daveenn :
GReg
pg ardeur
tommder
tomder
1732
Daveenn :
GReg
pg chaleur, feu (ardeur)
tommder
tuëmdér
1732
Daveenn :
GReg
pg chaleur
tommder vras
tomder vras
1732
Daveenn :
GReg
pg chaleur (excessive)
tommder orrupl
tomder orrupl
1732
Daveenn :
GReg
pg chaleur (excessive)
e-kreiz an dommder
ê creiz an domder
1732
Daveenn :
GReg
pg (au fort de la) chaleur
dre-greiz an dommder
dre greiz an domder
1732
Daveenn :
GReg
pg (au fort de la) chaleur
kaout tommder vras
cahout tomder vras
1732
Daveenn :
GReg
pg (avoir grand) chaud
endevout tommder
endevout tuemdér
1732
Daveenn :
GReg
pg (avoir grand) chaud
bet tommder
bet tuémder
1732
Daveenn :
GReg
pg (avoir grand) chaud
un dommder vras am eus
un domder vras am'eus
1732
Daveenn :
GReg
pg (j'ai grand) chaud
gant kalz a striv hag a dommder
gand cals a stryff hac a domder
1732
Daveenn :
GReg
pg (avec beaucoup de) contention (& d'ardeur)
Re vras tommder en deus kollet an idoù.
Re vras tomder èn deus collet an ydou.
1732
Daveenn :
GReg
pg gâter (Le grand chaud a gâté les blez.)
goiñ, ha parediñ ar boued gant ar goell eus a boull-ar-galon, ha gant an nerzh eus an dommder natur
goï, ha paredi ar boëd gand ar goëll eus a boull ar galoun, ha gand an nerz vès an domder natur
1732
Daveenn :
GReg
pg digerer (cuire les alimens qu'on a pris)
fritañ gant an dommder, ha skarnilañ, skrinañ, gant ar riv
frita gad an domder, ha scarnila, scrina, gand ar riou
1732
Daveenn :
GReg
pg dessecher (au soleil; fendre de chaud & geler de froid)
un dommder gant pehini emeur e-tailh da vougañ
un domder gand pehiny ez ma eur ê tailh da vouga
1732
Daveenn :
GReg
pg (une chaleur) étouffante
Re vras tommder en deus noazet ouzh an edoù.
Re vras tomder èn deus noazet oud an edou.
1732
Daveenn :
GReg
pg gâter (Le grand chaud a gâté les blez.)
tommder
tomder
1850
Daveenn :
GON.II
p.21, livre premier, "chaleur".
Gant an dommder-se e tisec'ho ar puñs.
Gañd ann domder-zé é tizec'hô ar puns.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dizec'ha (Le puits tarira par cette chaleur).
tommder
tomder
1850
Daveenn :
GON.II
pg fô, tomder, tommijen
buan e c'hloano an deñved gant an dommder-se
buan é c'hloanô ann deñved gañd ann domder-zé
1850
Daveenn :
GON.II
pg gloana
dre greiz an dommder eo aet kuit
dré greiz ann domder eo éat kuit
1850
Daveenn :
GON.II
pg tomder
tommder
tuemder
1850
Daveenn :
GON.II
pg tomder
An heol zo lagad Doue ha ne rafe tro 'r bed, / Ma n'en divije bet pell zo ar gourc'hemenn / Da strinkañ 'vit an holl tommder ha sklêrijenn.
Ann heol zo lagad Doue ha ne rafe tro 'r bed, / Ma n'en divije bet pell zo ar gourc'hemen / Da strinka 'vit ann holl tomder ha sklerijen.
1867
Daveenn :
MGK
p119
— « Setu neuze, avat, / Eme an desketañ, petra zo da ober : / O vezañ ma'z eo kozh, en deus ezhomm tommder / Da neveziñ e c'hwad, da zont kreñv ha seder. »
— « Setu neuze, a-vad, / » Eme ann desketa, petra zo da ober : / » O veza ma'z eo koz, en deuz ezomm tomder / » Da nevezi he c'hoad, da zont kre ha seder.
1867
Daveenn :
MGK
p105
Glav, tommder hag avel, na glaskit enebiñ, / Ho mestr a gomz ouzhoc'h, grit, grit ho kevridi !
Glao, tomder hag avel, na glaskit enebi, / Ho mestr a gomz ouz-hoc'h, grit, grit ho kevridi !
1867
Daveenn :
MGK
p89
Me a chome mantret o welet kemend-all a dan hag a c’hlaou, pa santis un tamm tommder o tont ennon.
Me a jome mantret o velet kement-all a dan hag a c’hlaou, pa zantiz eun tamm tomder o tont enn-oun
1878
Daveenn :
EKG.II
p.31
Evit an douar, gwenn-kann da gentañ evel ur pezh-houarn war deuziñ, e teuas a beb eil da velen-ruz, da ruz-gwad, da ruz-moug, da velen, da louet, betek koll pep luc’h ha pep tommder.
Evid an douar, gwenn-kann da genta evel eur pez-houarn war deuzi, e teuas a beb eil da velen-ruz, da ruz-gwad, da ruz-moug, da velen, da loued, betek koll pep luc’h ha pep tommder.
1923
Daveenn :
SKET
p.28
Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoazh krouadur, dezhañ kig hag eskern, gouzañv ar sked hag an tommder anezhañ, n’en deus nikun tizhet biskoazh, ha ne dizho biken, mont en e ziabarzh.
Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus (2), « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoaz krouadur, d’ezan kig hag eskern, gouzanv ar sked hag an tommder anezan, n’en deus nikun tizet biskoaz, ha ne dizo biken, mont en e ziabarz.
1923
Daveenn :
SKET
p.26
Kemeret ganto penn o hent da c’houlou-deiz, hep paouez e varc’hekaont, hep laoskaat e tougont pouez an devezh, an tommder hag an emgannoù.
Kemeret ganto penn o hent da c’houlou-deiz, hep paouez e varc’hekaont, hep laoskaat e tougont pouez an devez, an tommder hag an emgannou.
1923
Daveenn :
SKET
p.80
Gant he aluzenoù — pizh Izabel — evelkent he deus prenet ur garg vouded ; ur voudenn, mesket gant tammoùigoù bezhin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goañv.
Gant he aluzennou — piz Izabel — evelkent he deus prenet eur garg vouded ; eur voudenn, mesket gant tammouigou bezin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goanv.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
Ez noazh-dibourc’h ez eont, rak ker bras tommder a zo er rannved ma vevont n’oufe an den gouzañv eno dilhad war e gorf.
Ez noaz-dibourc’h ez eont, rak ker bras tommder a zo er rann-ved ma vevont n’oufe an den gouzanv eno dilhad war e gorf.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.73
toull tommder
toull-tommder
1931
Daveenn :
VALL
pg bouche (de chaleur)
Ne c'hell ket an alkool reiñ tommder d' hor c'horf daoust d'ar pezh a gred an dud peurliesañ.
Ne c'hell ket an alkol rei tommder d' hor c'horf daoust d'ar pez a gred an dud peurliesa.
1943
Daveenn :
TOAA
p3
War an arvest-se, ar c'hentañ e Breizh, e pare un heol berv. An dommder a oa spontus.
War an arvest-se, ar c'henta e Breiz, e pare eun heol bero. An dommder a oa spontus.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.134
Kenavezo d'an avel fresk a zo bet ouzh hon ambroug a-hed aodoù ar Sahara, setu ni bremañ en un taol en tommder hag en amzer leizh ha pout ha pouer an trovanoù.
1985
Daveenn :
DGBD
p16
Dibabet em eus dont d'an eur-se a-ratozh peogwir e ouzon e vez o tourañ a-raok sav an deiz pe goude kuzh-heol, n'eo ket hepken en hañv en abeg d'an tommder met a-hed ar bloaz.
2015
Daveenn :
EHPEA
p239
Notennoù studi
Ger benel dalc'hmat e geriadur Gregor ha hini ar Gonideg.