tomm
tommoc'h
tuemm
Gwall domm eo.
Tomm eo bet an abadenn
tomm e benn
e benn tomm
douar tomm
Ne oant ket heñvel, Greta a oa meleganez, uhel he doare ; Olga a oa duardez, dousoc'h ha tommoc'h.
Ha klevout a ra ur vouezh, ouzh e c'hervel, notennoù un delennadeg, tomm evel hud...
Ar vaouez a oa en-dro dezhi c'hwez-tan ar bleunioù-noz, hag he mouezh a oa re bar, gant he flegoù-displegoù da delennadeg an eostig, tomm hag heson.
Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].
Ar breur Arturo, nac'het gantañ azezañ, a chome ouzh e sav, gant e skubellenn hag e zorch, dirak Palmira daoulinet war darenn-derez chapelig ar Rozera. Sevel a rae houmañ davet ar paotr yaouank daoulagad gleb ha tomm gant ar gwiliouri.
Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.
Diouzhtu goude lein, e oa aet an daou vignon d'ober un dro : n'oant ket evit en em ober diouzh ar c'housk-ae [sic], boaz ar vro e-doug eurioù tommañ an deiz.
Frond tomm a oa en aer gant ar mel hag an tin.
Tomm-gor e oa an noz.
- Va Doue ! Va Doue ! Va Doue ! emezañ en un huanad. Tomm eo din, ken n'eo tomm !
Mezvet eo ar ganerien gant o fringol o-unan ha gant anal domm an noz.
Daoust da se, strivañ a ra da stardañ he divrec’h e-dro [sic, en-dro]d’he mabig ; santout a ran war va jod c’hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c’hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti, ha c’hoant, ya, c’hoant bras he deus da lavarout un dra bennak, met allas, n’eo ket evit distagañ ur ger…
Tomm-brout a oa etre Douala ha Konakri, ha dreist-holl e-keñver al Liberia.
Ha tomm eo ken n'eo tomm !
Tomm an heol, sklaer ha fraezh an oabl a-zioc'h ar maezioù glas, ma oa un dudi.
Atav ez eus tu da ginnig d'ar poliser e-tal deoc'h evañ ur banne tomm, pe rannañ un tamm bara pok-ha-pok ganeoc'h, pa grog an obererezh da vezañ hir, kement ha distignañ an traoù un tamm bihan.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tomm