Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. (db. an dud, al loened) Heoliañ. Martoloded o tommheoliañ ouzh spled ar c'hae. Al lanv a dommheolie sioulik ha kompez. HS. rouzañ, sorañ. EVEZH. (a) distagañ a reer ar furm "tommheoilh" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['tɔmhewʎ] ; (b) evit a denn da implij "ilh" e reizhskrivadur darn eus furmoù displeget "tommheoliañ", s.o. displegadur "kuzuliañ".

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

tommheoliañ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVIII

Ur blijadur a oa bremañ gwelout an dour sklaer o redek war un naoz distrouezhet maen glasdu, hag ur blijadur penn-da-benn e ve bet evit an tremener, paneve e vez gwelet bremañ o tommheoliañ war ribloù ar stêr, ur ouenn naered bihan, ha loened int ha ne blij ket d'an den o gwelout peurliesañ.

1985
Daveenn : DGBD p183

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial