Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Pezh dilhad a wisker war-c'horre re all, anezhañ ur sae laosk (ha divilgin alies) a dap betek penn an daoulin. Un doneg divilgin. HS. jakedenn, robenn, toga.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

O boazañ a reas d’ober gant ar brageier, ha gant an doneg vilginek ha kougoulek evit ar goañv.

1923
Référence : SKET p.59

Ha war an tonegoù hag ar mantilli anezho c’hwec’h liv an dud nevet (nemeti).

1923
Référence : SKET p.120

toneg gg. [...], liester -où.

1923
Référence : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Tunique".

An holl arouezioù sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horzh, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegoù, engravet war arem o armoù ha war brenn o goafioù (1).

1923
Référence : SKET p.139

Velia a bokas d’ar bugel hag e stardas war he c’halon. Damzigeriñ brennidenn he zoneg a eure ha dizoloiñ hec’h askre d’e vronnañ.

1924
Référence : SKET.II p.9

Hemañ a oa gantañ en e gerc’hen un doneg verr lien gwenn bevennet a limestra a oa stardet en e zargreiz dre ur gouriz a-liv gant an doneg.

1924
Référence : SKET.II p.12

E-pad an holl varevezh-se ne wiskas na botoù, na bodreoù, na bragoù, na toneg vilginek ha kougoulek, na tro-c’houzoug, na tog na kabell ebet.

1924
Référence : SKET.II p.18

A-hed ar pevar c’han kentañ ur glav-beuz a gouezhas war an douar ha war an dour ma n’en devoa Vindosetlos blevenn en e benn na neudenn en e doneg a gement na voe ket glebiet.

1924
Référence : SKET.II p.49

Bep beure e kas anezho da gouronkañ er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantañ an dilhad ma oa boas da wiskañ a-benn gouronkediñ ar c’harr, da lavarout eo un doneg divilgin start ouzh e gorf ha bragoù strizh ha berr o lezel e zaoulin ez noazh (1).

1924
Référence : SKET.II p.58-59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux