Pezh dilhad a wisker war-c'horre re all, anezhañ ur sae laosk (ha divilgin alies) a dap betek penn an daoulin.
Un doneg divilgin.
HS. jakedenn, robenn, toga.
O boazañ a reas d’ober gant ar brageier, ha gant an doneg vilginek ha kougoulek evit ar goañv.
O boaza a reas d’ober gand ar brageier, ha gand an doneg vilginek ha kougoulek evid ar goanv.
1923
Daveenn :
SKET
p.59
Ha war an tonegoù hag ar mantilli anezho c’hwec’h liv an dud nevet (nemeti).
Ha war an tonegou hag ar mantilli anezo c’houec’h liou an dud nevet (nemeti) (2).
1923
Daveenn :
SKET
p.120
toneg gg. [...], liester -où.
toneg gg. [...], lïesder -ou.
1923
Daveenn :
SKET
p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Tunique".
An holl arouezioù sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horzh, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegoù, engravet war arem o armoù ha war brenn o goafioù (1).
An holl aroueziou sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horz, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegou, engravet war arem o armou ha war brenn o goafiou (1).
1923
Daveenn :
SKET
p.139
Velia a bokas d’ar bugel hag e stardas war he c’halon. Damzigeriñ brennidenn he zoneg a eure ha dizoloiñ hec’h askre d’e vronnañ.
Velia a bokas d’ar bugel hag e stardas war he c’halon. Damzigeri brennidenn he zoneg a eure ha dizoloï hec’h askre d’e vronna.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.9
Hemañ a oa gantañ en e gerc’hen un doneg verr lien gwenn bevennet a limestra a oa stardet en e zargreiz dre ur gouriz a-liv gant an doneg.
Heman a oa gantan en e gerc’hen eun doneg verr lïen gwenn bevennet a limestra a oa stardet en e zargreiz dre eur gouriz a liou gand an doneg.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.12
E-pad an holl varevezh-se ne wiskas na botoù, na bodreoù, na bragoù, na toneg vilginek ha kougoulek, na tro-c’houzoug, na tog na kabell ebet.
E-pad an holl varevez-se ne wiskas na botou, na bodreou, na bragou, na toneg vilginek ha kougoulek, na tro-c’houzoug, na tog na kabell ebet.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.18
A-hed ar pevar c’han kentañ ur glav-beuz a gouezhas war an douar ha war an dour ma n’en devoa Vindosetlos blevenn en e benn na neudenn en e doneg a gement na voe ket glebiet.
A-hed ar pevar c’han kenta eur glao-beuz a gouezas war an douar ha war an dour ma n’en devoa Vindosêtlos blevenn en e benn na neudenn en e doneg a gement na voe ket glebiet.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.49
Bep beure e kas anezho da gouronkañ er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantañ an dilhad ma oa boas da wiskañ a-benn gouronkediñ ar c’harr, da lavarout eo un doneg divilgin start ouzh e gorf ha bragoù strizh ha berr o lezel e zaoulin ez noazh (1).
Bep beure e kas anezo da gouronka er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantan an dilhad ma oa boas da wiska a-benn gouronkedi ar c’harr, da lavarout eo eun doneg divilgin start ouz e gorf ha bragou striz ha berr o lezel e zaoulin ez noaz (1).