Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. ar marc'hadoù, an emglevioù) Zo bet tonket gant ub. & (db. an deiziadoù, an termenoù) Merket, lakaet. Grit ho mennozh a-benn an termen tonket. 2. (db. an dud) BEZAÑ TONKET DA OBER UDB., BEZAÑ TONKET D'UB. OBER UDB. : bezañ lakaet dezhañ gant an tonkadur ober an dra-se. Tonket eo da bep hini mervel. [1954] Va mamm a oa ur goantenn a blac'h, ur veleganez he daoulagad glas-oabl, ha dezhi ur mousc'hoarzh doanius evel p'he dije drouksantet n[e] oa ket tonket da welout he mabig o tont da vezañ un den. & Dre ast. Bezañ sur d'ober an dra-se. Mar kendalc'hez evel-se eo tonket dit c'hwitañ. & (db. al loened) BEZAÑ TONKET DA OBER : bezañ e anien ober an dra-mañ-tra. Ar gwenan zo tonket da vevañ a-gevret. 3. Trl. (db. an darvoudoù) Bezañ ton-kef : bezañ da c'hoarvezout. Kouezhet eo ! Tonket e oa. Tonket e oa an dra-se.

Exemples historiques : 
21
Masquer la liste des exemples

tonket eo dezhañ bezañ pizh

1659
Référence : LDJM.1 pg (son) destin (est d'estre chiche)

tonket e voa d'ar gêr-se bezañ rivinet

1732
Référence : GReg pg (cette ville a été ruinée par un decret) fatal (de la providence)

tonket a voa dezhañ kaout un hevelep marv

1732
Référence : GReg pg (il étoit préterminé physiquement à mourir de la sorte) [destin]

ar re añsian a grede ket kalet ha maen, penaos ne errue netra, nemet ar pezh a voe tonket dezhañ erruout

1732
Référence : GReg pg (les anciens attribuoient tout à la) fatalité

ar pezh a zo tonket dezhañ erruout

1732
Référence : GReg pg fatal (ce qui doit arriver nécessairement)

tonket

1850
Référence : GON.II pg toñket (destiné à... prédéterminé à... que l'on suppose ne pouvoir éviter quelque chose).

Tonket e oa dezhañ mervel evel-se

1850
Référence : GON.II pg toñket (il était destiné, prédéterminé à mourir ainsi).

Diskuilhet he doa Adaqi dezho gwir-zoare ar bed, kevrennadur an douaroù hag ar morioù war e c’horre, neuziadur an douaroù-Bras hag an enezennoù ; desket he doa dezho dezrevelladur ganedigezh ar bed hag an darvoudoù tonket dezhañ.

1923
Référence : SKET p.39

Hogen, war an hentoù-se, ma ’z eo tonket dezhi kerzhout, n’eus nag arsav na distro !

1923
Référence : SKET p.79

Rak d’an drec’hourien, d’an dalc’hourien hiziv emañ tonket bezañ an drec’hidi, an dalc’hidi warc’hoazh.

1924
Référence : SKET.II p.70

tonket da

1931
Référence : VALL pg affecté (à)

Met penaos dont a-benn eus ur seurt labour, a seblante graet en aner, peogwir e oa tonket ar brezhoneg da vervel, gouez d'an eskibien o-unan ?

1944
Référence : EURW.1 p56

Tonket e oa e rankje en em ziluziañ e-unan en e enkadenn.

1949
Référence : SIZH p.63

Netra ne raen a-hed an deiz nemet barailhat en ur faziañ, kement ha ken bihan ma teuis en desped d’am youl vat da intent e oan ken tonket da labourat en un ti-bank hag ur velc’hwedenn da vezañ paotr al lizheroù.

1954
Référence : VAZA p.74

Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.

1954
Référence : VAZA p.7

Va mamm a oa ur goantenn a blac'h, ur veleganez he daoulagad glas-oabl, ha dezhi ur mousc'hoarzh doanius evel p'he dije drouksantet na [sic, "ne"] oa ket tonket da welout he mabig o tont da vezañ un den.

1954
Référence : VAZA p.14

Tonket e oan ’ta, hervez ma krede din, da vezañ un dro bennak ur skrivagner… e galleg, ha bremañ pa ’z oan bachelour penn-kil-ha-troad ’spi am boa, daoust da zienez va zad paour ha Soaz Sapeur, da vezañ, n’eo ket emichañs un Aotrouig kouezhet eus lost ar c’harr, met evel ma lavare rener kloerdi Landreger, « un den a-zoare ».

1954
Référence : VAZA p.71

ar ger gouenn -"race" e galleg- a vez implijet ingal er Gabon evit komz eus ur rummad tud hag en em gav disheñvel diouzh ar rummadoù all) o vont da goll eo hini ar ouenn Benga a zo o chom eno, ha tonket eo evit doare da vont kuit hep lezel roud ebet war he lerc'h

1985
Référence : DGBD p106

ne oa ket ma yezh unan tonket da vont da get, evel an etruskeg, pe an ombreg, pe an hittiteg, pe me 'oar.

1992
Référence : EAZB p.130

an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel. Mezh 'm eus da vezañ re hir va zeod. Gouestlomp ne raimp biken anv eus kement-se." "A-greiz kalon", eme an noter. "Tonket ar marc'had, Richard !"

2012
Référence : DJHMH p18

Degemer a ra ar mennozh ez eo tonket da vont da goll an araokadennoù sokial bet kaset gant ar rummadoù kent dre stourmoù hir ha kalet.

2015
Référence : DISENT p10

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux