tonket da
Tonket e oa e rankje en em ziluziañ e-unan en e enkadenn.
Netra ne raen a-hed an deiz nemet barailhat en ur faziañ, kement ha ken bihan ma teuis en desped d’am youl vat da intent e oan ken tonket da labourat en un ti-bank hag ur velc’hwedenn da vezañ paotr al lizheroù.
Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.
Va mamm a oa ur goantenn a blac'h, ur veleganez he daoulagad glas-oabl, ha dezhi ur mousc'hoarzh doanius evel p'he dije drouksantet na [sic, "ne"] oa ket tonket da welout he mabig o tont da vezañ un den.
Tonket e oan ’ta, hervez ma krede din, da vezañ un dro bennak ur skrivagner… e galleg, ha bremañ pa ’z oan bachelour penn-kil-ha-troad ’spi am boa, daoust da zienez va zad paour ha Soaz Sapeur, da vezañ, n’eo ket emichañs un Aotrouig kouezhet eus lost ar c’harr, met evel ma lavare rener kloerdi Landreger, « un den a-zoare ».
ne oa ket ma yezh unan tonket da vont da get, evel an etruskeg, pe an ombreg, pe an hittiteg, pe me 'oar.
an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel. Mezh 'm eus da vezañ re hir va zeod. Gouestlomp ne raimp biken anv eus kement-se." "A-greiz kalon", eme an noter. "Tonket ar marc'had, Richard !"
Degemer a ra ar mennozh ez eo tonket da vont da goll an araokadennoù sokial bet kaset gant ar rummadoù kent dre stourmoù hir ha kalet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tonn