"tonkadur" g.
Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.
Ha tonkadur perc'henn ar paourkaezh "Tigr" ne deo ket bet brav penn-da-benn kennebeut.
Forzh penaos, er mintin-se, amzer ne'm boa ket, re anat e oa, da chom d'en em zebriñ na gant soñj ma mamm'gozh, na gant prederioù war red ar vuhez hag an amzer, just a-walc'h, na gant tonkadur ki ar paotr pe baotr e gi - be' oa ma gouezidi o c'hortoz ac'hanon, gant ma zroidigezhioù, ma C'harpentier Fialip meudataet ha dislivet, ha ma rustumellad notennoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tonkaduriad