Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tolzennad dour o fiñval diwar levezon c'hwezh an avel pe nerzh ar c'hasennoù. Un donn-vor kribennet a eon. Tonnoù ar mor. HS. gwag, tarzh, toenn. 2. Tolzennad bezhin. Un donn vezhin. & Tonn-ebrel : tolzennad bezhin a zeu d'an aod e miz Ebrel.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

tonn

1850
Daveenn : GON.II pg tonn

tonnoù

1850
Daveenn : GON.II pg tonn

tonn aod

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tonn-aod (Bruit éclatant des flots de la mer)

Hinoniñ a rae an amzer, glas ez oa ar mor, hag ez oa el lec’h m’en em gave un dachennad traezh gwenn marellet a gregin hag a c’hoularzennoù digaset gant an tonnoù-mor.

1923
Daveenn : SKET p.33

Neuze e teñvaas an aezhennoù diwar Aedobitus hag, o kouezhañ e glaveier berv, e c’holojont gorre an douar gant ur gwiskad dour ma vordrouze, ma rede-direde dibaouez warnañ, an eil war-lerc’h egile, koummoù, tonnoù ha gwagennoù.

1923
Daveenn : SKET p.28 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "3e dilinenna[ñ], lin. 4, e lec’h « tenvaas » lenn « tevaas » kentoc’h". )

Hepdale, du-mañ du-hont eus goueled ar mor e tiguzhas ur c’herreg bennak ma tarzhas outo an tonnoù oc’h eonenniñ, hag e voe tro enezennoù a c’hlazennas hag en em c’hourizas a skoselloù.

1923
Daveenn : SKET p.29

O vezañ ma ’z eo dourioù lenn an Heol peuzdisall, e tiskenn koadoù ar vro gant dinaou sonn ar pantennoù tre betek an traezh, ken e teu, d’al lanvezh, an tonnoù-mor da c’hlebiañ ar wriziennoù anezho.

1923
Daveenn : SKET p.94

El lec’hioù ma c’holo ar c’hoadoù lein tornaodoù serzh, e kresk ar gwez faou ha derv e bevennig an islonk : skignañ o barroù deliaouek a-us d’an tonnoù a reont hag astenn o skeud war ar mor.

1923
Daveenn : SKET p.94

An douaroù treuzet gant an Albis, ar Visuria hag an Amisios, a zo anezho ar pezh a anver bro an Teir Stêr pe c’hoazh bro ar Goularz (Vebrulandon), dre ma ’z eo war draezhennoù-mor ar vro-se e tastumer ar goularz-tonn.

1923
Daveenn : SKET p.125

tonn gg. [...], liester -où.

1923
Daveenn : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Vague".

"tonn" gg. [...] , liester "-où"

1924
Daveenn : SKET.II p.143 « Geriadurig », "Vague".

Ruz-flamm an tornaodoù maen kalet anezhi, na baouez ket an tonnoù-mor a skei gant o zroad nag ar fru a c’hlebia o fenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

Mar braouac’hez rak ar mor, rak ar c’hoummoù o hejañ e c’horre, rak ar morviled oc’h euzhiñ e islonkoù, kae da-unan en ur vagig en donvor pell diouzh pep douar, ha rog an donn gant staoñ da gokedig, ken n’en devezo an tozelladur trec’het ennout war an aon.

1924
Daveenn : SKET.II p.32

Nepell diouzh an aod e kaver traezh pe lec'hid degaset gant ar stêrioù pe lamet diouzh an tornaodoù gant an donn ; hag en donvor, kregin razek pe gailhastrek loenedigoù o vevañ er mor, pe c'hoazh lec'hid ruz -er Meurvor Habask dreist-holl- o tont diwar zanvezioù maenek ha n'eo ket diwar vuhezeged.

1943
Daveenn : TNKN p11

Ha soñj ho peus, Mab-den, e yae da hendadoù, War an donn gounnaret, en avantur Doue ?

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

A gammedoù ingal, Met o vont war e bouez, E vo gwelet, timat, 'Tremen 'dan an aspled, E lec'h e vez klevet, sour an tonnoù tarzhet, 'Lipat ar sav-vili.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Ha gant se e vez disheñvel, n'eo ket hepken kerzhed al lestr, met ivez an drouz a ra en ur fregiñ an dour, re-bar eo bremañ e vije o vont a-dreuz ul lennad eoul, ha kreñvik an donn dindanañ koulskoude.

1985
Daveenn : DGBD p12

Dindan an tonnoù e vez sioul-tre ar mor, se en doa lavaret Christian dezhi ur wech.

2023
Daveenn : DREAM p. 124

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial