1. Danvez spoueek ha helosk, gell-du pe du e liv a denner diwar meur a spesad kabelloù-tousek.
Tont d'ober tan. Kemer an tont hag an direnn.
[1950] Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan.
&
Trl. kv.
Bezañ sec'h evel tont, sec'h tont : bezañ sec'h-kenañ.
Sec'h e gorzailhenn evel tont.
Brein-tont : brein-kenañ.
2. An danvez-se tretet evit bezañ implijet.
3. Seurt poulc'henn zu savet gant tont tretet a grog aes an tan enni pa stok ouzh ur fulenn hag a implijed evit enaouiñ an tan.
4. Dre ast. KOZH.
Nep danvez helosk implijet evit enaouiñ an tan.
5. GWECHALL
Korn-tont, boest-tont : boest a dalveze da virout tont sec'h d'ober tan.
Tennañ a eure e gorn, e voest-tont hag e zirenn eus e c'hodell.
&
Trl., dre fent (db. ar vugale)
Na vezañ brasoc'h eget ur c'horn-tont : bezañ bihan ha dinerzh.
Tennañ a eure e gorn, e voest tont hag e zirenn eus e c’hodell, hag eñ da fumiñ ur c’horniad.
Tenna a eure e gorn, e voest tont hag e zirenn eus e c’hodell, hag hen da fumi eur c’horniad.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.946 (Mae 1924)
"tont" g.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.143 « Geriadurig », "amadou".
Ha Jarlig a dennas eus e c’hodell e voest tont, an direnn hag ar mean-tan.
Ha Jarlig a dennas eus e c’hodell e voest tont, an direnn hag ar mean-tan.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.138
Peg teod Bilzig eus e staon, sec’h e gorzailhenn evel tont.
Peg teod Bilzig eus e staon, sec’h e gorzailhenn evel tont.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.125
korn tont
korn-tont
1931
Daveenn :
VALL
pg (pot d')amadou
tont
1931
Daveenn :
VALL
pg amadou
Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. Ken… poudoudoum ! Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.
Bleñchou ha skolpou dindan ar pod, eur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’houez an tan. Ken… poudoudoum ! Per a zo savet e gilhou d’an nec’h e benn en traon, hag heñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.