Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Danvez spoueek ha helosk, gell-du pe du e liv a denner diwar meur a spesad kabelloù-tousek. Tont d'ober tan. Kemer an tont hag an direnn. [1950] Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. & Trl. kv. Bezañ sec'h evel tont, sec'h tont : bezañ sec'h-kenañ. Sec'h e gorzailhenn evel tont. Brein-tont : brein-kenañ. 2. An danvez-se tretet evit bezañ implijet. 3. Seurt poulc'henn zu savet gant tont tretet a grog aes an tan enni pa stok ouzh ur fulenn hag a implijed evit enaouiñ an tan. [1954] Stag e veze ar bravig-se ouzh ar wern vras, hag ennañ e veze bountet ur pennad tortis war enaou hag a c'hlaouenne evel un tamm tont [...]. 4. Dre ast. KOZH. Nep danvez helosk implijet evit enaouiñ an tan. 5. GWECHALL Korn-tont, boest-tont : boest a dalveze da virout tont sec'h d'ober tan. Tennañ a eure e gorn, e voest-tont hag e zirenn eus e c'hodell. & Trl., dre fent (db. ar vugale) Na vezañ brasoc'h eget ur c'horn-tont : bezañ bihan ha dinerzh.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

tont

1850
Référence : GON.II.HV pg toñt (voyez "tonn").

tont

1850
Référence : GON.II.HV pg toñt (voyez "tonn").

tont

1850
Référence : GON.II pg tonn ou toñt (amadou, agaric préparé et qui s'embrase aisément).

tont

1850
Référence : GON.II pg tonn ou toñt (amadou, agaric préparé et qui s'embrase aisément).

Tennañ a eure e gorn, e voest tont hag e zirenn eus e c’hodell, hag eñ da fumiñ ur c’horniad.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

"tont" g.

1924
Référence : SKET.II p.143 « Geriadurig », "amadou".

Ha Jarlig a dennas eus e c’hodell e voest tont, an direnn hag ar mean-tan.

1925
Référence : BILZ2 p.138

Peg teod Bilzig eus e staon, sec’h e gorzailhenn evel tont.

1925
Référence : BILZ2 p.125

korn tont

1931
Référence : VALL pg (pot d')amadou

tont

1931
Référence : VALL pg amadou

Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. Ken… poudoudoum ! Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.

1950
Référence : KBSA p.68

Stag e veze ar bravig-se ouzh ar wern vras, hag ennañ e veze bountet ur pennad tortis war enaou hag a c'hlaouenne evel un tamm tont ; dindan e veze lakaet ur pentoniad dour, betegouzout emichañs ne grogje an tan e dir a pont, hag e-kichen e chome noz-deiz un den war-c'hed gant e fuzuilh hag e vaionetezenn : Service-Service, jugulaire-jugulaire, eme Yann vartolod.

1954
Référence : VAZA p.153

Mar bije dichañset dimp tremen dre amañ, n’eo ket war-greiz an deiz, met un nozvezh diloar, un damskeud hon divije bet marteze eus tasmant treluc’hek e dad muntret, o vont hag o tont evel un ene hirvoudus war lein ar mogerioù-difenn war-nes kouzhañ en o foull.

1954
Référence : VAZA p.155

L'Office public de la langue bretonne