torgenn
A-hend-all, e-tal genoù kaniennoù a zo a Galifornia (sk. 12 A) e weler torgennoù (hummocks e saozneg) hag a ro da soñjal e berniadoù lec'hid a zeufe eus skarzhadur ar c'haniennoù.
Beg-ar-C’hraneg a zo un dorgenn uhel, uhel evel ur menez, war vevenn parrez Lotei, gant parrez Sant-Kouli en un tu, hag hini Gastellin en tu all.
An Ankoù en deus skoet dec’h war dor vras an Ifern hag en deus lavaret deomp : E parrez Lotei, war gorre an dorgenn, tost da hent Kastellin, er gêrig anvet Karreg-al-Louarn, ur voereb gozh a zo prest da vervel.
Klask a raent gwelout, er roz, ar marichal o pignat d’an dorgenn, hag o vont da glask e varv. Ne welent marichal ebet.
Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz [sic "ar garzhiadoù"], ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn.
Deiz bras eo c'hoazh, er-maez, ha tomm, e bleuniadeg limestra ar c'huzh-heol, a-zioc'h torgennoù ar c'hornog.
Adal ma voe teñval a-walc’h anezhi, e lidjomp an deiz-se el lenn vras ur gouel veneziat ar seurt n’eus ket bet gwelet e bar e Cherbourg na kent na goude, met allas kalz re bell, emichañs, e tremene hor bigi diouzh ar paourkaezh tud a beurleunie ar c’hae hag ar straedoù, an eil o vountañ hag o sachañ war egile, hag ar re, niverusoc’h c’hoazh, o devoa pignet gant mil boan war lein an torgennoù tro-dro d’ar porzh.
Mont a rae a-wechoù war-ziskenn ar menez a-gleiz pe a-zehou, hag e weled neuze ur c’hrec’h digoad gant douar-gounid, prajoù pe barkeier, hag a-rez ar fjord, ur gêriadennig fentus gant tiez bihan a bep seurt liv, heñvel-mik ouzh c’hoarielloù Nedeleg, bodet e skeud un ilizig ken dister hag i, ha pelloc’h, war-bign un dorgenn c’hlas, traoù munut, ruz pe wenn, o fiñval goustadik, saout ha deñved ar barrez o peuriñ.
War uhelzouaroù ar C'hameroun, en enep, e vez savet leizh a saout Afrika, dezho ur bos pe un dorgenn war o chouk.
Rak er vro-se e kaver e pep lec'h gwazhioù mor o korvigellañ, o tegas dour-sall Bae ar Monda, ar pezh a c'hoarvez gant hini Sibang, pe eus pleg-mor ar Gabon, da bep mare e gwask an terginier.
Gouzout a reomp ez eus bet ur gwezhiad gant ar Servij Kelaoua Broadel war Dorgenn an Nimfezed.
Mots précédents
Mots suivants
torgennek