Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Stroll traoù, hir dh., bodet stank. Un torkad plouz. Hemañ zo pezhioù torkadoù blev war e zremm. Un torkad bleunioù. [1954] Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall [...]. & Dre ast. Kementad bras. Un torkad traoù. & Trl. pemdez Bezañ un torkad lorc'h en ub. : bezañ lorc'hus-kenañ. 2. (db. ar plant) Stroll stank a c'harennoù, a greskennoù, a zelioù a sav diouzh an hevelep gwrizioù. Un torkad geot, linad. E-harz un torkad derv. [1954] Ha me kozh, bepred e c'hoarvez din ur wech an amzer gwelout en ur vereuri bennak un torkad bleunioù « graet gant Ann-Mari an Aubin » [.] DHS. bod. 3. (db. al loened) Bandenn. Un torkad evned gouez. 4. (db. an dud) Bodad. Un torkad menec'h a oa o pediñ. Un torkad plac'hedigoù. DHS. toullad.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

Un torkad geot mat a welan, a zo krog ennañ da droc'hañ, goude n'eo ket c'hoazh korzennet. Aze, a-dra-sur, a zo bet plantet ul loen marv bennak.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Tostaat a-walc’h a reas o bag evit ma c’helljent merzout un torkad demmed o treuziñ goueled un draonienn ledan geotet-stank a skoe e glann ar mor.

1923
Référence : SKET p.109

Dre nijal a-zioc’h ar vag e reas dezhi an torkad evned, evit he goudoriñ, evel un andorenn pe ur stel-gwarez.

1924
Référence : SKET.II p.52

"torkad" g.

1924
Référence : SKET.II p.143 « Geriadurig », "bouquet (de fleurs) ; faisceau (de brindilles) ; compagnie (de perdrix) ; harde (de cerfs)".

Ar stroñsadennoù a zeuas da vezañ stankoc'h-stankañ ; war douaroù digompez e ruilhemp bremañ. Tremen a rejomp e-biou d'un torkad hentoù-kev, ha dizale ar marc'h-du a erruas e Taraskon, bro Tartarin, Tartarin meur, roue al lazherien leoned !

1929
Référence : SVBV p11

torkad bleunioù

1931
Référence : VALL pg bouquet

torkad

1931
Référence : VALL pg bouquet

torkad

1931
Référence : VALL pg botte (de fleurs), bouquet

Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall rak, atav o loveal du-mañ ha du-hont war vourzh listri-brezel, bevet en devoa e-pad pemp bloaz warn-ugent pell-pell eus e vro.

1954
Référence : VAZA p.8-9

Ha me kozh, bepred e c'hoarvez din ur wech an amzer gwelout en ur vereuri bennak un torkad bleunioù « graet gant Ann-Mari an Aubin », eme an dud, ha dre-se miret gant evezh dindan ur pezh boull wer, tri-ugent vloaz goude ma'z eo aet hi da anaon.

1954
Référence : VAZA p.15

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux