1. [1909, 1960] Trouz pe tra displijus ha skuizhus d'ar spered.
[1960] Reolioù groñs a zeu, un druilh, / Bepred eus Pariz puilhoc'h-puilh, / Ken ez int din-me un torr-penn / Ha ne c'houlennan ken o lenn.
2. [1909] Labour pe gudenn a c'houlenn evezh ha siperezh spered evit bezañ kaset da benn pe dirouestlet.
Un torr-penn d'ar bolitikourien eo an enkadenn armerzh.
3. (db. an dud)
[1909, 1954] Den enoeüs, hegazus.
[1909] N'out nemet un torr-penn.
[1954] [M]ar n’on ket bet un torr-penn re enoüs gant va rambre, ha gant ma laosko ganin ar gozhni nerzh da genderc’hel gant va eñvorennoù, displegañ a rin deoc’h da vloaz peurrest va zammig buhez.
HS. torr-revr.
Référence :
BROU
p. 430 (casse-tête. Chose agaçante ou absorbante)
Gortoz !... ha c’hwi ivez, lennerien ger, c’hwi a ranko gortoz ur pennadig. Sitchas ! Sitchas !... mar n’on ket bet un torr-penn re enoüs gant va rambre, ha gant ma laosko ganin ar gozhni nerzh da genderc’hel gant va eñvorennoù, displegañ a rin deoc’h da vloaz peurrest va zammig buhez.
1954
Référence :
VAZA
p.190
Reolioù groñs a zeu, un druilh, / Bepred eus Pariz puilhoc'h-puilh, / Ken ez int din-me un torr-penn / Ha ne c'houlennan ken o lenn.
Reoliou groñs a zeu, eun druilh, / Bepred eus Pariz puilhoc'h-puilh, / Ken ez int din-me eun torr-penn / Ha ne c'houlennan ken o lenn.