torrod
Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.
An anv-se : Gourvazenn an Douar-Bras - Plate-forme continentale e galleg, Kontinental Schelff en alamaneg, Continental Shelf e saozneg -, a reer eus an tachennadoù, kompez a-walc'h, a gaver etre an aod ha 200 m. donder, betek Torrod-meur an Douar-Bras - galleg : Talus continental ; alamaneg : Kontinental Abfall ; saozneg : Continental Slope - hag a ziskenn a-ziribin betek 1.000, 2.000 m. hag ouzhpenn.
Mots précédents
Mots suivants
torr-penn