Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Islonk. Kouezhañ en un torrod. An difennoù natur, torrodoù, geunioù, stêrioù. HS. isfont, torr-gouzoug. 2. Dre ast. Tremen, hent dañjerus e-kichen un islonk. 3. Tornaod. War an torrod geotek. Pilpazat war an torrodoù.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

torrod

1732
Daveenn : GReg pg brise(-cou, pas difficile)

torrojoù

1732
Daveenn : GReg pg brise(-cou, pas difficile)

Don eo terrupl an torrod-se.

1732
Daveenn : GReg pg haut (Ce précipice est bien haut.)

torrod

1850
Daveenn : GON.II pg torrôd

torrodoù

1850
Daveenn : GON.II pg torrôd

en un torrod eo kouezhet

1850
Daveenn : GON.II pg torrôd

Heuilhit, hed ar mor, hent ar valtouterien, hag e kavfet anezhi en plegig an t[o]rrod, etre beg an Enez-Wenn ha beg ar Roc’h-Vran.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Ha pa ’c’h ae, ur wech an amzer, da vesa saout ha deñved e amezegez war an torrod yeotek, e-unanik, dirak an dremmwel, ar c’haozioù, al lavarioù, ar sonioù a deue da nij dirak daoulagad e goun.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Met hemañ n’oa ket un diod, skañv-meurbet e oa e dreid, ha piv ac’hanoc’h a nivero an troioù goullo en deus graet dezhe pilpazat war an torrojoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1029 (Gouere-Eost 1924)

Treuzet gante aod Lokireg, savet gante torrod an Arvor, setu int dirak al Lev-Draezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.

1943
Daveenn : TNKN p11

An anv-se : Gourvazenn an Douar-Bras - Plate-forme continentale e galleg, Kontinental Schelff en alamaneg, Continental Shelf e saozneg -, a reer eus an tachennadoù, kompez a-walc'h, a gaver etre an aod ha 200 m. donder, betek Torrod-meur an Douar-Bras - galleg : Talus continental ; alamaneg : Kontinental Abfall ; saozneg : Continental Slope - hag a ziskenn a-ziribin betek 1.000, 2.000 m. hag ouzhpenn.

1943
Daveenn : TNKN p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial