War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras !
Hervez giz ar vro, edod o kas d’an admiral profoù Abd-el-Aziz hag e niz, pacha Mogador : vioù e-leizh, boutegadoù frouezh mesk-ha-mesk, bananez, avaloù-orañjez, rezin, sitroñs, sukrin dourek, figez, gwestell, kouignoù, torzhoù bara ed-Indez gant bruzun alaman[d]ez, koumin ha greun roz-moc’h warno, deñved, girvi hag ur vuoc’hig gant kernioù hir-hir a veoge didruez, spouronet ken ma ’z oa gant tourni ar sonerien du.
Hag ar vaodiernez he deus adkaset an dorzh dezhañ, o lavarout d'an tailhanter chom hep dibluskañ e zisklêriadur.
Ur mareour rus an hini eo en doa roet dezho da c'houzout, met moarvat en doa bet c'hoant da gas an dorzh d'ar gêr da unan bennak.
Mots précédents
Mots suivants
torzhek