v.
I.
V.k.e.
A. Stekiñ ouzh (ub., udb.).
Touch udb. gant an dorn. Touch a reas an div gentañ.
&
TOUCH UDB. OUZH UDB. ALL : ober dezhañ stekiñ ouzh udb. all.
Touch a rae ar plac'h an tamm mezher ouzh he izili. Touch a reas outañ chapeledoù ha traoù all.
B.
1. (db. al loened)
Kas (ul loen) war-raok dre e atizañ (war-bouez ur broud pe ur skourjez prl.).
Touchet en deus e jav d'ar gêr. Touch a reont o saout fonnus. Touch ar c'hezeg gant ar foet.
&
Dre ast.
Touch (ul loen) kuit : e gas diwar-dro.
Touchet em eus ar vuoc'h kuit.
2. Dre ast. (db. an dud)
Argas.
Touch a reas an diaouled d'an ifern.
DHS. skarzhañ.
C. (db. ar binvioù seniñ)
Gouzout seniñ (gant ur benveg bnk.).
Touch an ograoù.
D. (db. an arc'hant)
Resev, kaout.
Touch arc'hant. Hag i o touch dek gwech ar pae-se !
DHS. gounit.
E. Dre skeud.
Fromañ, dousaat, lakaat (ub.) da vezañ esmaeet.
Bezañ ma reas ur sarmon gaer ne c'hallas ket touch kalon an aotrou. Ar c'homzoù-se a douchas ar c'haezh den.
DHS. pikañ.
F. Ent krenn (db. ar bigi)
Trl.
Mont da douch : stekiñ ouzh strad ar mor pa'z eer re dost d'an aod.
Aet eo ar vag da douch.
II.
V.k.d.
TOUCH DA, OUZH UDB. : stekiñ outañ.
Goulenn a reont touch ouzh gouremoù ar sae. Ma biz a ra droug din pa vez touchet dezhañ. Arabat touch d'ar feunteun. Divaskell an evn a douche ouzh ar bleñchoù. Difenn zo da douch ouzh an arc'hant gant an dorn.
III.
V.g.
Hastañ buan mont (d'un tu bnk.).
Tap ur marc'h ha touch d'ar gêr !
Ur gwir gristen a zoug doujañs ha karantez da Zoue, evel ur mab mat d'e dad ; ur falskristen en douch hep e garet, evel a ra ur servijer fall en andred e vestr.
Ur guïr gristen a zoug doujançz ha carantez da Zouë, evel ur map mad d'e dad ; ur fals Christen èn douch hep e garet, evel a ra ur servicher fall èn andred e væstr.
1732
Référence :
GReg
pg filial (Une crainte filiale pour Dieu convient au veritable Chrétien, & une servile se trouve dans les méchans.)
touchet e varner
touichet e varner
1732
Référence :
GReg
pg fléchir (Fléchir son juge, pp.)
touch e varner
touich e varner
1732
Référence :
GReg
pg fléchir (Fléchir son juge)
touch an anevaled
touich an anevaled
1732
Référence :
GReg
pg fouet (Donner du foüet aux animaux.)
Ar boled en deus tremenet a-rez e vlev ha touchet ouzh e dog.
Ar bouled èn deus trémenet a rez e vléau, ha touichet oud e docq.
1732
Référence :
GReg
pg frayer (La balle a frayé son chapeau, & frolé ses cheveux.)
an ti-se a douch ouc'h an hent-bras
an ty-ze a doüich ouc'h an hend bras
1732
Référence :
GReg
pg aboutir
touch ouzh
touïch ouc'h
1732
Référence :
GReg
pg aboutir
C'hoari stuf. Unan a roe « stuf » d'un all, (touch dezhañ gant e viz) ; an hini stufet a rede war-lerc'h un all, da reiñ stuf dezhañ, hag an dra-se a c'helle padout pell, betek ma sone ar c'hloc'h, pe an añjelus, pe me oar ; an diwezhañ stufet a veze mezhus o vont d'ar gêr.
C'hoari stuf. Unan a roe « stuf » d'eun all, (touch d'ezañ gant e viz) ; an hini stufet a rede war lerc'h eun all, da rei stuf d'ezañ, hag an dra-se a c'helle padout pell, betek ma sone ar c'hloc'h, pe an anjelus, pe me oar ; an diweza stufet a veze mezus o vont d'ar gêr.
1944
Référence :
EURW.1
p23
Touch a rae 300 lur ar miz digant perc'hennoù ar « Résistance ».
Touch a rae 300 lur ar miz digant perc'hennou ar « Résistance ».
1944
Référence :
EURW.1
p79
Mont a ran da douch div liñsel, ur plueg, hag ur pallenn gloan.
Mont a ran da douch diou liñsel, eur plueg, hag eur pallenn gloan.
1944
Référence :
EURW.1
p.192
Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz. Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù !
1949
Référence :
SIZH
p.47
Touch a ray outi... - Touch nemetken gant va dorn, touch ouzh ar vronn, netra ken !