Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Ar. hag adv. I. Ar. 1. [1732, 1850, 1949, 2012, 2015] Eus dirak. [1732] Tec'het a-zirak an daoulagad. [1850] Ret eo sevel ar vaoz a-zirak an nor. [1850] Lamit an dra-se a-zirak va daoulagad. [1850] Tennit ho pod a-zirak an tan, pe e frailho. [1923] Tec’h prim a-zirazo ! [1949] It gant Doue, mes a-zirak va daoulagad-me ha diouzh va soñj !... - Setu, ya setu petra a lavarfe dezhi... [2012] Ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad. [2015] Skeudenn ar grougadenn ne dec'h ket a-zirak ma daoulagad. [2015] Krog eo an droug-penn ennon gant an tregas am eus ha skeudenn ar grougadenn ne dec'h ket a-zirak ma daoulagad. Diskenn a ran d'ar c'hafedi da evañ ur banne kafe, e ken kaz ma aesafe din. 2. [1867, 1924] Dirak. [1867] Ur bleiz a lavare voa bet laeret e dra. / Ul louarn, he amezeg, ne voa louarn 'vit netra, / 'Vit al laeroñsi-se, pe voa gaou pe n'oa ket, / A-zirak ar marmouz gantañ a voe galvet. [1867] Netra, netra er bed gant Doue ned a da goll : / Ul lomm dour er mor bras, war an douar ur yeotenn / A zo azirazañ ker kaer evel an heol. [1924] A-zirak an tornaodoù, war ur bras a ec’honder, edo gwenn-holl ar mor gant eonet ez oa. II. Adv. Eus al lec'h zo dirak. Skarzhit a-zirak ! : kit alese kuit !

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

tec'het a-zirak an daoulagad

1732
Référence : GReg pg disparoitre

Ret eo sevel ar vaoz a-zirak an nor.

1850
Référence : GON.II pg baoz (Il faut enlever la litière qui est devant la porte).

tec'hit a-zirak va daoulagad

1850
Référence : GON.II pg dirâk, dirâg

tennit ho pod a-zirak an tan, pe e frailho

1850
Référence : GON.II pg frala (Ôtez votre pot de devant le feu, ou il se fendra).

lamit an dra-se a-zirak va daoulagad

1850
Référence : GON.II pg lémel

Tec'hit a-zirak va daoulagad.

1850
Référence : GON.II pg dirâk ou dirâg (Fuyez de devant mes yeux).

Ur bleiz a lavare voa bet laeret e dra. / Ul louarn, he amezeg, ne voa louarn 'vit netra, / 'Vit al laeroñsi-se, pe voa gaou pe n'oa ket, / A-zirak ar marmouz gantañ a voe galvet.

1867
Référence : MGK p36

Netra, netra er bed gant Doue ned a da goll : / Ul lomm dour er mor bras, war an douar ur yeotenn / A zo azirazañ ker kaer evel an heol.

1867
Référence : MGK p121

Tec’h prim a-zirazo !

1923
Référence : SKET p.112

A-zirak an tornaodoù, war ur bras a ec’honder, edo gwenn-holl ar mor gant eonet ez oa.

1924
Référence : SKET.II p.42

...Nann ! Ne sellfe ket outi !... Dereat e vije, a-dra-sur ! Dibleg ivez : - N'oc'h ket a-berzh Doue !... Peoc'h digant ho kenou ha « vaya Ud. con Dios ! » It gant Doue, mes a-zirak va daoulagad-me ha diouzh va soñj !... - Setu, ya setu petra a lavarfe dezhi...

1949
Référence : SIZH p.63

Ar furm-se ne oa dezhi dremm ebet c'hoazh he dije roet tu d'he anaout ; e hunvreoù Utterson zoken ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad.

2012
Référence : DJHMH p23

Krog eo an droug-penn ennon gant an tregas am eus ha skeudenn ar grougadenn ne dec'h ket a-zirak ma daoulagad. Diskenn a ran d'ar c'hafedi da evañ ur banne kafe, e ken kaz ma aesafe din.

2015
Référence : EHPEA p346

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux