An deiz-se e veze gwelet an doucherien o kemer abred penn an hent, en ur ren o saout pe o moc'h dre o funienn.
An deiz-ze, e veze gwelet an doucherien o kemer abred penn an hent, en eur ren o saout pe o moc'h dre o funienn.
1944
Référence :
EURW.1
p27
Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.
Klevet e veze eur vlejadeg spontus adalek kreizteiz betek an enderv, ha leoutouet ar gigerien, ha malloziou an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostaleriou a veze leun a lonkerien ; dibaot nep a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezo-dall d'ar gêr.
1944
Référence :
EURW.1
p28
Raktal e oa en ti an toucher hag ur beleg, a anavezis diouzhtu.
Raktal, e oa en ti an toucher hag eur beleg, a anavezis dioustu.
1944
Référence :
EURW.1
p38
Betek 1895, ni Kerneviz a zeue d'ar gêr dre ar « C'hourier », a oa renet gant un toucher e anv Chevert.
Betek 1895, ni Kerneviz a zeue d'ar gêr dre ar « C'hourrier », a oa renet gant eun toucher e ano Chevert.
1944
Référence :
EURW.1
p40
Hon dilhad a blije d'an darvuiañ ; koulskoude, un toucher-fiakr o c'havas moarvat fentus, rak ober a reas goap ac'hanomp ha c'hoarzhin uhel : "Ah, pige-moi ces Bretons avec leurs jupons".
Hon dilhad a blije d'an darvuia ; koulskoude, eun toucher-fiakr o c'havas moarvat fentus, rak ober a reas goap ac'hanomp ha c'hoarzin uhel : "Ah, pige-moi ces Bretons avec leurs jupons".