Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den zo e vicher ren kezeg, saout, h.a. & Trl. kv. Touiñ evel un toucher kezeg : leuskel forzh touadelloù.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

An deiz-se e veze gwelet an doucherien o kemer abred penn an hent, en ur ren o saout pe o moc'h dre o funienn.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Raktal e oa en ti an toucher hag ur beleg, a anavezis diouzhtu.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Betek 1895, ni Kerneviz a zeue d'ar gêr dre ar « C'hourier », a oa renet gant un toucher e anv Chevert.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Hon dilhad a blije d'an darvuiañ ; koulskoude, un toucher-fiakr o c'havas moarvat fentus, rak ober a reas goap ac'hanomp ha c'hoarzhin uhel : "Ah, pige-moi ces Bretons avec leurs jupons".

1944
Daveenn : EURW.1 p.155-156

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial