I.
1. Hoc'h n'eo ket bet spazhet dre ma'z eo bet dalc'het evit gouennañ.
Kas ar wiz d'an tourc'h. Un tourc'h mat a zle servijan peder gwiz bemdez.
HS. hoc'h.
2. Hoc'h-tourc'h : tourc'h.
HS. banv, gwiz, moc'h, pemoc'h, porc'hell.
II.
(db. an dud)
A. Merc'hetaer.
Hennezh zo un tourc'h.
HS. targazh, tarv.
B. (dirak ur spizer)
1. Honnezh zo un tourc'h-paotr : ur vaouez dezhi neuz ha doareoù ur gwaz.
HS. raspaotr.
2. Tourc'h-dall : den pennek.
« Gouenn ar Gelted, an arzh hag an tourc’h-gouez a eveshaas outi, — En Amzer-gent ; — P’en doa pellaet an Tad da stourm ouzh ar bleizi [...]».
« Gouenn ar Gelted, an arz hag an tourc’h-gouez a eveseas outi, — En Amzer-gent ; — P’en doa pellaet an Tad da stourm ouz ar bleizi [...]».
1923
Référence :
SKET
p.34
Marteze, darn a zo hag a lavaro ez on-me heñvel ouzh an tourc'h - an dra-se ne vern ket, tamm ebet, evidon ! - hag evel an digenvez reunek-mañ ec'h en em blijan nemet [sic] el lec'hiou didud hepken.
Marteze, darn a zo hag a lavaro ez oun-me heñvel ouz an tourc'h - an dra-ze ne vern ket, tamm ebet, évidoun ! - hag evel an digeñvez reunek-mañ ec'h en em blijan nemed el lec'hiou didud hepken.