Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. am. (gant un anv hollek, lies pe stroll zo divizet strizh) Holl. Tout an dud. Debret em eus tout ma fatatez. & (implijet a-gevret gant holl a-benn pouezañ) Tout ma holl esperañs. HS. razh. II. Adv. A. (e-unan gant ur verb) Holl. Un dañs a reomp tout. Tout e varvont. & Tr. adv. Tout-razh : an holl gwitibunan. Tout-razh emaint aze ? HS. razh. B. G. pouez. 1. (goude un anv hollek, stroll pe lies) Holl. An dud tout a vez plaen diwar-c'horre. N'en deus ket klevet an traoù tout. & (en ur bomm ma'z eo bet implijet ar ger holl) Hep disoñjal hini ebet. Holl dud ma zi tout. 2. Dre ast. (goude un anv hollek, stroll pe lies) Nemetken. Gloan tout eo ? : n'eus nemet gloan ouzh e ober ? Sotoni tout ! : n'eo nemet sotoni. 3. Termen a implijer da greñvaat troioù-lavar savet gant skoazell an ag. am. "kement". Kement tra zo tout : an holl draoù hep disoñjal hini ebet anezho. 4. (goude un ag.) Holl, penn-da-benn. Gleb tout. Riñset tout. 5. (goude un ag. en e zerez uhelañ) Holl. Hennezh eo an hini fallañ tout. Er pellañ tout. & DA GENTAÑ-TOUT : da gentañ-penn. 6. (goude ur rag., un adv.) Termen a dalvez da greñvaat talvoudegezh ar ger a lakaer dirazañ) Kement-se tout. N'eo ket tamm ebet tout ar memes tra ! & ROUEZ. (goude un anv hollek) Ebet. Den tout ned a d'an ti-hont. & Trl. [1909] Pask tout : Pask ebet, troienn a zistaged ouzh unan bet korbellet d'e Bask kentañ. 7. (goude un anv hollek) Termen a dalvez kement ha "leun a". Hudurnez tout e oa honnezh. Toaz tout e oa daouarn ar fornierez.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

Ha hi a respontas dezhañ : [«]Gwra an pezh az eus soñjet ha deliberet da ober rak me zo aparailhet d'o gouzañv tout.[»]

1576
Référence : Cath p23

En trede, [eo ret,] goude bezañ en em laeket d'an daoulin dirak an c'hofeser ha lavaret Confiteor bede mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù hep lezel nigun gant e goun mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn peheni a vezo ordrenet gant an c'hofesour.

1622
Référence : Do. p42

Pan lavarer an chapeled ez eo ret lavaret war pep unan a'n greun bras ar Pater noster hed-ha-hed, ha war pep unan a'n re vunut an Ave Maria tout antier ha war ar groaz[,] an Gredo.

1622
Référence : Do. p56

12. Imprimit e-barzh ennon-me, / Dreist pep tra tout, e garantez, / O tigas da goun e basion / E pep momed gant devosion.

1677
Référence : Do. p68

M. Ha tout de memes eo eus ar sacramanchoù all ? D. Ya, rak piv bennak a resev nep sakramant a binijenn, a bec'h marvelamant.

1677
Référence : Do. p47

tavit tout

1732
Référence : GReg pg (ne) dites (mot, taisez-vous tout court)

tamm-tout

1732
Référence : GReg pg aliment

tout ez oant savet outañ

1732
Référence : GReg pg pg bander (ils étoient tous bandez contre lui)

Mastaret eo tout e-barzh el lagenn-hont.

1732
Référence : GReg pg gâter (Il s'est tout gâté dans cette mare.)

Pask tout

1909
Référence : BROU p. 216 (expression employée pour les enfants refusés pou rla première communion ; en quelques endroits on dit Pask toud)

— « Ar voereb a baeo ac’hanomp ker, » a lavaras Job ; « rak n’eus nemedomp o soursial outi, n’eus nemedomp o frealziñ anezhi, n’eus nemedomp o vont da glask bagoù, n’eus nemedomp oc’h ober tout an traoù… »

1944
Référence : ATST p.92

— « Goude ? Goude ? eme Job, goude n’eus netra ebet ken. Fin ’zo d’an istor ; echu tout.

1944
Référence : ATST p.48

Amezeg hemañ, ar breur Francisco, a zistagas etre e zent : - Heug ha doñjer am eus outo !... Hag e skrijas, - Gwad ha kourailhoù tout, emezañ c'hoazh e chuchumuchu.

1949
Référence : SIZH p.41

Ken stank e oa deut ivez ar moged 'barzh an draonienn e-harz ar Fruji, ma rankas tout an dud tec'hout war-du hent Benoded.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Er-maez edo riellet-tout ar porzh

2013
Référence : YUDAL p93

Lavaret en doa Bernez n'oa ken 'met klichedoù tout, ha Vanessa ha lavaret dezhañ reiñ peoc'h rak gwelloc'h e oa atav eget ar maen-hir hag ar c'horriganed.

2013
Référence : YUDAL p61

A-wechoù e vez kalz grevusoc’h freuzoù ar gevredigezh evit freuzoù ar feulster fizik, rak ouzhpenn an den e vez skoet an dud a zo en-dro dezhañ koulz hag ar gevredigezh a rank paeañ evit tout an traoù-se.

2015
Référence : DISENT p62

D'ober petra, emezit-hu, stagañ gant ul labour a seurt-se, pa c'hell kement brezhoneger pe brezhonegerez zo tout lenn oberennoù Homeros e galleg pe e saozneg ?

2016
Référence : ILIAS p. 3

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux