(db. an dud, ar chas)
Savet mezh gantañ diwar gastiz, divarregezh, h.a.
Toutek evel ur c'hi bihan bet skandalet gant e vestr.
HS. lostek, mezhek.
ES. lorc'hus.
Référence :
BILZ1
Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924), Notenn (2) : "craintif, honteux, confus, comme l’enfant qui, ayant commis une faute, vient quand on l’appelle, mais "toutek", confus".
Keit ha ma oa evel-se toutek ha preder, hag eñ o welet an "Deureugenn", pa oa o tremen dirak pladenn vras Roc’h Louet, tapet ha paket gant un taol-mor, ha taolet war ar garreg : re dost e oa deut eus ar garreg.
Keit ha ma oa evel-se toutek ha preder, hag hen o welet an Deureugenn, pa oa o tremen dirak pladenn vras Roc’h Louet, tapet ha paket gant eun tôl-mor, ha taolet war ar garreg : re dost e oa deut eus ar garreg.