Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. En tu all d'ar mor. Mont tramor. II. Stn. 1. Zo en tu all d'ar mor. Ar broioù tramor. [1954] Met ar peurliesañ ne zeskemp ket nemeur a dra e-pad an eur-se rak plijout a rae d’ar c’hozhiad kontañ d’e ganfarded yaouank kement tra iskis pe fentus c’hoarvezet gantañ du-mañ ha du-hont e broioù tramor, ha dreist-holl an troñsadoù fromus graet e Valparaiso, Dakar, Singapour ha me oar me pelec’h c’hoazh [...]. 2. Zo en tu all da Vor Breizh. Hor breudeur tramor : Kelted Breizh-Veur hag Iwerzhon. [1954] [...] e-touez hor breudeur tramor o lidañ gouelioù ar Gorsedd e Perros, Trec'horenteg, hag e lec'h all.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

tramor

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXVIII

Penaos ober da respont ouzh pedadenn hor Breudeur Dramor ?

1944
Référence : EURW.1 p.104

An itron Mosher, an Amerikanez a felle dezhi bezañ badezet Bretonez Tramor, a oa deuet en ur stlejañ ouzh he heul ar ganerez kozh Marc’harid Fulup, a bPlûned.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Ne ouien ket er mare-se e tleen un deiz da zont bale war greiz an deiz ha dirak ar bobl gant ur sae wenn en-dro din hag ur bodig uhelvarr em dorn, e-touez hor breudeur tramor o lidañ gouelioù ar Gorsedd e Perroz, Trec'horanteg, hag e lec'h all.

1954
Référence : VAZA p.26

Met ar peurliesañ ne zeskemp ket nemeur a dra e-pad an eur-se rak plijout a rae d’ar c’hozhiad kontañ d’e ganfarded yaouank kement tra iskis pe fentus c’hoarvezet gantañ du-mañ ha du-hont e broioù tra-mor [sic, tramor], ha dreist-holl an troñsadoù fromus graet e Valparaiso, Dakar, Singapour he [sic, ha] me oar me pelec’h c’hoazh ; en gwirionez, na kent na goude, biskoazh n’eo degouezhet din gwelout ur fri ken hir, ken ruspin ha ken porbolennet hag e hini.

1954
Référence : VAZA p.82-83

[...] gant an trouz a oa bet graet e broioù tramor, ar C'hallaoued o doa ranket plegañ. Da gentañ didoullbac'hañ Roparz Hemon... ha neuze o doa doujañs, doujañs en ur ster... kilañ dirak ar c'hedveno er broioù tramor, e Breizh-Veur, o doa roet lamm d'an Nazied.

2007
Référence : KASTE p. 154

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux