Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Antell. Toulloù en douar, stokerien, lasoù-krog hag a bep seurt trapoù all a vez ijinet. & Trap logod : antell evit al logod. & Trap-kaouidell : trap evit an evned bihan, anezhañ ur gaouidell gant un nor a zigor dindano. & Toull-trap, poull-trap : toull don kleuzet evit pakañ loened. Un toull-trap en doa graet eno evit pakañ ur vamm vleizez. 2. Dre skeud. Taol-gwidre implijet evit touellañ ub., e gas en un degouezh diaes pe dañjerus. Kouezhet eo en trap. DHS. itrik, lindag, troidellerezh, tun. HS. pej, stign (G.). 3. Dre ast. Lec'h dañjerus ma vezer tapet, taget. Un trap digor etre ar re-se hag ar galloud. HS. griped. 4. Digor aozet a-dreuz ur speurenn a-blaen ha stanket gant ur stalaf lem-laka. Trap ar groug. 5. Digor, en ur speurenn, un nor, a c'haller komz drezañ pe lakaat traezoù da dremen. HS. dorikell, draf. 6. Dre skeud., PEMDEZ Genoù. Prenn da drap. HS. beol, forn, klapez (genoù).

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

poull-trap

1464
Référence : LVBCA p168 ('piège')

poull-trap

1500
Référence : LVBCA p168 ('piège')

trap

1659
Référence : LDJM.1 pg piege, trape

An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gand skourroù bihan, delioù sec’h ha raden glas, evit kuzhet e draped.

1877
Référence : EKG.I. p.152

prenn da drap !

1931
Référence : VALL pg (ferme ta) boîte (!)

Gwir eo ivez ne deo ket bemdez eo o devez kig fresk da zibriñ ; toulloù en douar, trapoù, lindagoù, pechoù a bep seurt a vez lakaet evit klask tapout an "nyama", met an nyama n'eo ket ken stank-se, ha ne da ket bep gwech d'en em stlepel el lindagoù pe er pechoù.

1985
Référence : DGBD p75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux