1. Antell.
Toulloù en douar, stokerien, lasoù-krog hag a bep seurt trapoù all a vez ijinet.
&
Trap logod : antell evit al logod.
&
Trap-kaouidell : trap evit an evned bihan, anezhañ ur gaouidell gant un nor a zigor dindano.
&
Toull-trap, poull-trap : toull don kleuzet evit pakañ loened.
Un toull-trap en doa graet eno evit pakañ ur vamm vleizez.
2. Dre skeud.
Taol-gwidre implijet evit touellañ ub., e gas en un degouezh diaes pe dañjerus.
Kouezhet eo en trap.
DHS. itrik, lindag, troidellerezh, tun.
HS. pej, stign (G.).
3. Dre ast.
Lec'h dañjerus ma vezer tapet, taget.
Un trap digor etre ar re-se hag ar galloud.
HS. griped.
4. Digor aozet a-dreuz ur speurenn a-blaen ha stanket gant ur stalaf lem-laka.
Trap ar groug.
5. Digor, en ur speurenn, un nor, a c'haller komz drezañ pe lakaat traezoù da dremen.
HS. dorikell, draf.
6. Dre skeud., PEMDEZ
Genoù.
Prenn da drap.
HS. beol, forn, klapez (genoù).
An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gant skourroù bihan, delioù sec’h ha raden glas, evit kuzhet e draped.
An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gand skourrou bian, deliou seac’h ha raden glaz, evit kuzet he drapet.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.152
prenn da drap !
1931
Daveenn :
VALL
pg (ferme ta) boîte (!)
Gwir eo ivez ne deo ket bemdez eo o devez kig fresk da zibriñ ; toulloù en douar, trapoù, lindagoù, pechoù a bep seurt a vez lakaet evit klask tapout an "nyama", met an nyama n'eo ket ken stank-se, ha ne da ket bep gwech d'en em stlepel el lindagoù pe er pechoù.