1. (en egor)
Douget gant (ub.).
Kas ur bugel a-zoug war e zivskoaz.
2. Dre skeud.
Aes.
Moarvat ez ay an tu dehoù a-zoug e-barzh.
3. (en amzer)
[1732, 1850, 1927] A-hed ur prantad amzer bennak.
[1732] A-deug. [1732] A-dog div eurvezh amzer e skrivas. [1732] A-dog ar freskadurezh. [1732] A-dog ar brasañ yenien. [1732] A-dog bloavezh an anad. [1732] A-dog an deizioù-mañ. [1732] A-doug ar vuhez. [1732] Un dremedal a gerzh dek dervezh diouzhtu, hag a ra a-dog an amzer-se, pemp lev ha tregont, pe daou-ugent bemdiz.
[1850] A-zoug an deizioù-mañ. [1850] A-doug.
HS. e-doug, e-kerzh, e-pad.
&
Trl. adv.
[1732, 1850] a-zoug an deiz : a-hed an deiz.
[1732] A-doug an deiz. [1732] a-deug an deiz.
[1850] A-zoug an deiz.
&
Tr. adv.
A-zoug ar wech : a-viskoazh.
A-zoug ar wech eo bet techet da laerezh.